1 Er penn-kentañ e oa ar Ger, hag ar Ger a oa gant Doue, hag ar Ger a oa Doue."
2 Er penn-kentañ e oa gant Doue."
3 An holl draoù a zo bet graet drezañ, ha netra eus ar pezh a zo bet graet n'eo bet graet heptañ."
4 Ennañ e oa ar vuhez, hag ar vuhez a oa sklêrijenn an dud."
5 Ar sklêrijenn a lugern en deñvalijenn hag an deñvalijenn n'he deus ket he degemeret."
6 Bez' e voe un den kaset a-berzh Doue, Yann a oa e anv."
7 Dont a reas da vezañ test, da reiñ testeni d'ar sklêrijenn, evit ma kredje an holl drezañ."
8 Ne oa ket ar sklêrijenn, met kaset e oa da reiñ testeni d'ar sklêrijenn,"
9 ar sklêrijenn wirion hag a sklaera kement den a zeu er bed."
10 Er bed e oa hag ar bed a zo bet graet gantañ, met ar bed n'en deus ket e anavezet."
11 Deuet eo da gavout e re, hag e re n'o eus ket e zegemeret."
12 Met d'ar re holl o deus e zegemeret, en deus roet ar galloud da vezañ graet bugale da Zoue, da c'houzout eo d'ar re holl a gred en e anv,"
13 ar re n'int ket bet ganet eus ar gwad, nag eus bolontez ar c'hig, nag eus bolontez an den, met eus Doue."
14 Ar Ger a zo bet graet kig hag en deus chomet en hon touez, leun a c'hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c'hloar, ur gloar evel hini ar Mab nemetañ deuet eus an Tad."
15 Yann a roas testeni dezhañ pa grias o lavarout: Hemañ eo an hini am eus lavaret diwar e benn: An hini a zeu war va lerc'h a zo dreiston, rak a-raok din e oa."
16 Ni holl hon eus resevet eus e leunder, ha gras war c'hras."
17 Rak al lezenn a zo bet roet dre Voizez, ar c'hras hag ar wirionez a zo deuet dre Jezuz-Krist."
18 Den n'en deus biskoazh gwelet Doue. Ar Mab nemetañ a zo en askre an Tad, eo an hini en deus e roet da anavezout."
19 Setu amañ testeni Yann, pa gasas ar Yuzevien eus Jeruzalem beleien ha Levited da c'houlenn digantañ: Piv out-te?"
20 Anzav a reas ha ne nac'has ket, ya anzav a reas: N'on ket ar C'hrist."
21 Hag e c'houlennjont digantañ: Piv out eta? Bez' out Elia? Eñ a lavaras: N'on ket. Bez' out ar profed? Eñ a respontas: Nann."
22 Int a lavaras eta dezhañ: Piv out? Evit ma roimp respont d'ar re o deus hor c'haset. Petra a lavarez ac'hanout da-unan?"
23 Eñ a lavaras: Me eo mouezh an hini a gri el lec'h distro: Grit eeun hent an Aotrou, evel m'en deus lavaret ar profed Izaia."
24 Ar re a oa bet kaset a oa farizianed."
25 Goulenn a rejont digantañ: Perak e vadezez, ma n'out nag ar C'hrist, nag Elia, nag ar profed?"
26 Yann a respontas dezho: Me a vadez en dour, met unan bennak a zo en ho touez ha n'anavezit ket anezhañ."
27 Hennezh eo an hini a zeu war va lerc'h hag a zo dreiston, ha n'on ket dellezek da zieren korreenn e votoù."
28 Kement-mañ a c'hoarvezas e Betabara en tu all d'ar Jordan, e-lec'h ma vadeze Yann."
29 An deiz war-lerc'h, Yann a welas Jezuz o tont d'e gavout hag a lavaras: Setu Oan Doue, an hini a lam kuit pec'hed ar bed."
30 Eñ eo an hini am eus lavaret diwar e benn: Dont a ra war va lerc'h un den hag a zo dreiston, rak a-raok din e oa."
31 Me n'anavezen ket anezhañ, met deuet on da vadeziñ en dour evit ma vo disklêriet da Israel."
32 Yann a roas an testeni-mañ, o lavarout: Gwelet em eus ar Spered o tiskenn eus an neñv evel ur goulm hag o chom warnañ."
33 Me n'anavezen ket anezhañ, met an hini en deus va c'haset da vadeziñ en dour en deus lavaret din: An hini a weli ar Spered o tiskenn hag o chom warnañ, hennezh eo an hini a vadez er Spered-Santel."
34 Hag em eus gwelet, hag em eus roet testeni eo eñ Mab Doue."
35 An deiz war-lerc'h, Yann a oa c'hoazh eno gant daou eus e ziskibien,"
36 hag o welout Jezuz a valee, e lavaras: Setu Oan Doue."
37 An daou ziskibl en klevas o komz evel-se hag a heulias Jezuz."
38 Jezuz o vezañ distroet hag o welout e heulient anezhañ, a lavaras dezho: Petra a glaskit? Respont a rejont dezhañ: Rabbi, da lavarout eo Mestr, pelec'h e chomez?"
39 Eñ a lavaras dezho: Deuit ha gwelit. Mont a rejont hag e weljont pelec'h e chome, hag e chomjont gantañ an deiz-se. War-dro an dekvet eur e oa."
40 Andrev breur Simon-Pêr, a oa unan eus an daou o doa klevet ar pezh en doa lavaret Yann hag o doa heuliet anezhañ."
41 Eñ a gavas da gentañ e vreur e-unan, Simon, hag a lavaras dezhañ: Kavet hon eus ar Mesiaz, da lavarout eo ar C'hrist (= an Olevet)."
42 Hag e tegasas anezhañ da Jezuz. Jezuz, o vezañ sellet outañ, a lavaras dezhañ: Te eo Simon mab Jona; galvet e vi Kefaz, da lavarout eo Pêr."
43 An deiz war-lerc'h, Jezuz a c'hoantaas mont e Galilea. Kavout a reas Filip hag e lavaras dezhañ: Heuilh ac'hanon."
44 Filip a oa eus Betsaida, kêr Andrev ha Pêr."
45 Filip a gavas Natanael hag a lavaras dezhañ: Kavet hon eus an hini a zo bet skrivet diwar e benn gant Moizez el lezenn ha gant ar brofeded: Jezuz mab Jozef, eus Nazared."
46 Natanael a lavaras dezhañ: Hag eus Nazared e c'hell dont un dra vat bennak? Filip a lavaras dezhañ: Deus ha gwel."
47 Jezuz, o welout Natanael o tont d'e gavout, a lavaras diwar e benn: Setu ur gwir Israelad ha n'eus troidell ebet ennañ."
48 Natanael a lavaras dezhañ: A-belec'h ec'h anavezez ac'hanon? Jezuz a respontas dezhañ: A-raok ma c'halvas Filip ac'hanout, pa oas dindan ar wezenn-fiez, da welet em eus."
49 Natanael a respontas dezhañ: Mestr, te eo Mab Doue, te eo roue Israel."
50 Jezuz a respontas dezhañ: Abalamour ma em eus lavaret dit em eus da welet dindan ar wezenn-fiez, e kredez? Traoù brasoc'h eget ar re-mañ a weli."
51 Hag e lavaras dezhañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, a-vremañ e welot an neñv digor hag aeled Doue o pignat hag o tiskenn a-us da Vab an den."
1 Tri devezh goude, e voe un eured e Kana e Galilea ha mamm Jezuz a oa eno."
2 Jezuz ivez a voe pedet da vont d'an eured gant e ziskibien."
3 Ar gwin o vezañ manket, mamm Jezuz a lavaras dezhañ: N'o deus ken a win."
4 Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, petra a zo etre te ha me? N'eo ket c'hoazh deuet va eur."
5 E vamm a lavaras d'ar re a servije: Grit kement a lavaro deoc'h."
6 Bez' e oa eno c'hwec'h lestr-maen, lakaet evit glanidigezh ar Yuzevien, o terc'hel pep hini anezho daou pe dri metret (~ 70 da 100 l)."
7 Jezuz a lavaras dezho: Kargit a zour al listri-se. Hag e kargjont anezho leun-barr."
8 Lavarout a reas dezho: Tennit bremañ anezhañ ha kasit da vestr ar fest. Hag e kasjont."
9 P'en doe mestr ar fest tañvaet an dour troet e gwin, ne ouie ket a-belec'h e teue ar gwin-se met ar vevelien o doa tennet an dour a ouie, e c'halvas ar pried"
10 hag e lavaras dezhañ: Pep den a ro da gentañ ar gwin mat, hag an hini falloc'h goude ma vefe bet evet kalz. Te ac'h eus miret ar gwin mat betek vremañ!"
11 Setu e Kana Galilea ar c'hentañ mirakl a reas Jezuz, hag e tiskouezas e c'hloar. E ziskibien a gredas ennañ."
12 Goude-se, e tiskennas da Gafarnaoum gant e vamm, e vreudeur hag e ziskibien, ha ne chomjont eno nemet un nebeud devezhioù."
13 Pask ar Yuzevien a oa tost ha Jezuz a bignas da Jeruzalem."
14 En templ e kavas ar re a werzhe ejened, deñved ha koulmed, gant an drokerien-arc'hant a oa azezet eno."
15 O vezañ graet ur skourjez-kerdin, e kasas anezho holl kuit eus an templ, hag an deñved hag an ejened. Teurel a reas d'an douar arc'hant an drokerien hag e tiskaras o zaolioù,"
16 hag e lavaras d'ar re a werzhe koulmed: Tennit an dra-se ac'han, na rit ket eus ti va Zad un ti a varc'had."
17 E ziskibien o doe soñj ez eo skrivet: Ar gred evit da di en deus va devet."
18 Neuze ar Yuzevien, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Peseurt mirakl e tiskouezez deomp evit ober kement-se?"
19 Jezuz a lavaras dezho: Diskarit an templ-mañ hag e savin anezhañ a-nevez a-benn tri devezh."
20 Ar Yuzevien a lavaras dezhañ: C'hwec'h vloaz ha daou-ugent a zo bet ret evit sevel an templ-mañ, ha te en adsavfe e tri devezh?"
21 Met eñ a gomze eus templ e gorf."
22 Goude eta ma oa adsavet a-douez ar re varv, e ziskibien o doe soñj en doa lavaret kement-se dezho, hag e kredjont er Skritur hag er ger-se en doa Jezuz lavaret."
23 E-pad ma oa e Jeruzalem, da ouel ar Pask, kalz a dud a gredas en e anv o welout ar mirakloù a rae."
24 Met Jezuz ne fizie ket enno dre m'o anaveze holl,"
25 ha dre ma n'en doa ket ezhomm e vije roet testeni gant unan bennak diwar-benn un den, rak anavezout a rae ar pezh a oa en den."
1 Hogen e oa un den e-touez ar farizianed, anvet Nikodem, unan eus re vras ar Yuzevien."
2 Hemañ a zeuas en noz da gavout Jezuz hag a lavaras dezhañ: Mestr, ni a oar ez out un doktor deuet a-berzh Doue, rak den ne c'hell ober ar mirakloù-se a rez, nemet e vefe Doue gantañ."
3 Jezuz a respontas dezhañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket ganet un den eus an nec'h, ne c'hell ket gwelout rouantelezh Doue."
4 Nikodem a lavaras dezhañ: Penaos e c'hell un den bezañ ganet pa'z eo kozh? Hag e c'hell distreiñ un eil gwech e kof e vamm ha bezañ ganet?"
5 Jezuz a respontas: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket un den ganet a zour hag a Spered, ne c'hell ket mont e rouantelezh Doue."
6 Ar pezh a zo ganet eus ar c'hig a zo kig, ar pezh a zo ganet eus ar Spered a zo spered."
7 Na vez ket souezhet ma lavaran dit: Ret eo ma viot ganet eus an nec'h."
8 An avel a c'hwezh e-lec'h ma kar hag e klevez an trouz, met n'ouzout ket nag a-belec'h e teu na pelec'h ez a. Evel-se e c'hoarvez gant pep den a zo ganet eus ar Spered."
9 Nikodem a lavaras dezhañ: Penaos e c'hell c'hoarvezout kement-se?"
10 Jezuz a respontas dezhañ: Te a zo doktor Israel, ha n'ouzout ket an traoù-se?"
11 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, e lavaromp ar pezh a ouzomp hag e roomp testeni eus ar pezh hon eus gwelet, ha ne zegemerit ket hon testeni."
12 Ma ne gredit ket pa gomzan deoc'h eus traoù douarel, penaos e kredot pa gomzin deoc'h eus traoù neñvel?"
13 Den n'eo pignet en neñv, nemet an hini a zo diskennet eus an neñv, Mab an den a zo en neñv."
14 Hag evel ma savas Moizez an naer el lec'h distro, evel-se eo ret e vo savet Mab an den,"
15 evit na vo ket kollet piv bennak a gred ennañ, met m'en devo ar vuhez peurbadus."
16 Rak kement en deus Doue karet ar bed m'en deus roet e Vab nemetañ, evit na vo ket kollet piv bennak a gred ennañ, met m'en devo ar vuhez peurbadus."
17 Rak Doue n'en deus ket kaset e Vab er bed evit barn ar bed, met evit ma vo salvet ar bed drezañ."
18 An hini a gred ennañ n'eo ket barnet, met an hini na gred ket a zo dija barnet, abalamour n'en deus ket kredet en anv Mab nemetañ Doue."
19 Ha setu ar varnedigezh: ar sklêrijenn a zo deuet er bed hag an dud o deus karet muioc'h an deñvalijenn eget ar sklêrijenn, abalamour ma oa fall o oberoù."
20 Rak piv bennak a ra an droug a gasa ar sklêrijenn ha ne zeu ket d'ar sklêrijenn, gant aon na vefe rebechet e oberoù."
21 Met an hini a ra hervez ar wirionez a zeu d'ar sklêrijenn, evit ma vo diskuliet e oberoù, rak e Doue ez int graet."
22 Goude-se, Jezuz a yeas gant e ziskibien e douar Judea. Eno e chomas ganto hag e vadeze."
23 Yann a vadeze ivez en Enon tost da Salim, abalamour ma oa eno kalz a zour. Hag ez aed di evit bezañ badezet,"
24 rak Yann ne oa ket bet c'hoazh lakaet er prizon."
25 Hogen un tamall a savas etre diskibien Yann hag ar Yuzevien diwar-benn ar c'hlanidigezh."
26 Dont a rejont da gavout Yann hag e lavarjont dezhañ: Mestr, an hini a oa ganit d'an tu all d'ar Jordan hag ac'h eus roet testeni dezhañ, setu, e vadez hag an holl a ya d'e gavout."
27 Yann a respontas: Den ne c'hell resev tra ebet, nemet roet e vefe bet dezhañ eus an neñv."
28 C'hwi hoc'h-unan a zo testoù din em eus lavaret: N'eo ket me eo ar C'hrist, met kaset on bet a-raok dezhañ."
29 An hini en deus ar wreg eo an ozhac'h. Met mignon an ozhac'h, a zo eno hag en selaou, a zo laouen bras pa glev mouezh an ozhac'h, hag al levenez-se a zo va hini ha peurvat eo."
30 Ret eo dezhañ kreskiñ ha din bihanaat."
31 An hini a zeu eus an nec'h a zo dreist an holl. An hini a zeu eus an douar a zo eus an douar hag e lavar a zeu eus an douar. An hini a zeu eus an neñv a zo dreist an holl,"
32 hag a ro testeni eus ar pezh en deus gwelet ha klevet, ha den ne zegemer e desteni."
33 An hini a zegemer e desteni en deus siellet penaos eo Doue gwirion,"
34 rak an hini en deus Doue kaset a lavar komzoù Doue, rak Doue ne ro ket dezhañ ar Spered dre vuzul."
35 An Tad a gar ar Mab hag en deus lakaet pep tra etre e zaouarn."
36 An hini a gred er Mab en deus ar vuhez peurbadus, met an hini na sent ket ouzh ar Mab ne welo ket ar vuhez, met fulor Doue a chom warnañ."
1 Pa ouezas an Aotrou o doa ar farizianed klevet ma rae ha ma vadeze Jezuz muioc'h a ziskibien eget Yann,"
2 koulskoude ne oa ket Jezuz e-unan a vadeze met e ziskibien,"
3 e kuitaas Bro-Judea hag e tistroas e Galilea."
4 Ret e oa dezhañ tremen dre Samaria."
5 Erruout a reas en ur gêr eus Samaria anvet Sikar, tost d’ar park en doa Jakob roet d'e vab Jozef."
6 Eno e oa puñs Jakob. Jezuz, o vezañ skuizh gant an hent, a azezas e-kichen ar puñs. War-dro ar c'hwec'hvet eur e oa."
7 Ur wreg samaritan a zeuas evit tennañ dour. Jezuz a lavaras dezhi: Ro din da evañ."
8 E ziskibien a oa aet e kêr evit prenañ boued."
9 Ar wreg samaritan a lavaras dezhañ: Penaos, te hag a zo yuzev, a c'houlenn da evañ diganin-me ur Samaritanez? Rak ar Yuzevien ne zarempredont ket gant ar Samaritaned."
10 Jezuz a respontas dezhi: Mar anavezjes donezon Doue ha piv eo an hini a lavar dit: Ro din da evañ, ez pefe goulennet da-unan digantañ hag en defe roet dit dour a vuhez."
11 Ar wreg a lavaras dezhañ: Aotrou, ne'c'h eus netra evit tennañ dour, hag ar puñs a zo don. A-belec'h eta ez pefe an dour a vuhez-se?"
12 Ha brasoc'h out eget hon tad Jakob, en deus roet deomp ar puñs-mañ hag en deus evet e-unan anezhañ, kenkoulz evel e vibien hag e loened?"
13 Jezuz a respontas dezhi: Piv bennak a ev eus an dour-mañ en devo sec'hed adarre,"
14 met an hini a evo eus an dour a roin dezhañ n'en devo biken mui sec'hed, hag an dour a roin dezhañ a zeuio ennañ ur vammenn-dour a strinko evit ar vuhez peurbadus."
15 Ar wreg a lavaras dezhañ: Aotrou, ro din eus an dour-se, evit na'm bo ken sec'hed ha na zeuin ken da dennañ dour amañ."
16 Jezuz a lavaras dezhi: Kae, galv da bried ha deus amañ."
17 Ar wreg a respontas: Ne'm eus pried ebet. Jezuz a lavaras dezhi: Lavaret mat ec'h eus: Ne'm eus pried ebet,"
18 rak pemp pried ac'h eus bet, hag an hini a zo ganit bremañ n'eo ket da bried. Gwir ac'h eus lavaret e kement-se."
19 Ar wreg a lavaras dezhañ: Aotrou, gwelout a ran ez out ur profed."
20 Hon tadoù o deus azeulet war ar menez-mañ, ha c'hwi a lavar penaos al lec'h e pelec'h eo ret azeuliñ a zo e Jeruzalem."
21 Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, kred ac'hanon, an eur a zeu ma n'azeulot ken an Tad na war ar menez-mañ nag e Jeruzalem."
22 C'hwi a azeul ar pezh n'anavezit ket. Ni a azeul ar pezh a anavezomp, rak ar silividigezh a zeu eus ar Yuzevien."
23 Met an eur a zeu, ha deuet eo dija, ma teuio ar gwir azeulerien da azeuliñ an Tad e spered hag e gwirionez, rak an Tad a c'houlenn ar seurt azeulerien-se."
24 Doue a zo Spered, hag ret eo d'ar re a azeul anezhañ, e azeuliñ e spered hag e gwirionez."
25 Ar wreg a lavaras dezhañ: Gouzout a ran penaos ar Mesiaz, an hini a c'halver Krist, a dle dont. Pa vo deuet, e tisklêrio deomp an holl draoù."
26 Jezuz a lavaras dezhi: Me eo, me an hini a gomz ouzhit."
27 War gement-se e ziskibien a erruas hag a voe souezhet dre ma komze gant ur wreg. Koulskoude hini anezho ne lavaras dezhañ: Petra a c'houlennez? Pe: perak e komzez ganti?"
28 Neuze ar wreg a lezas he fod-dour, a yeas e kêr hag a lavaras d'an dud:"
29 Deuit da welout un den en deus lavaret din kement am eus graet. Ha ne vefe ket eñ ar C'hrist?"
30 Mont a rejont er-maez eus kêr hag e teujont d'e gavout."
31 Koulskoude e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras: Mestr, debr."
32 Met e lavaras dezho: Me am eus da zebriñ ur boued n'anavezit ket."
33 An diskibien a lavaras eta an eil d'egile: Hag unan bennak en defe degaset da zebriñ dezhañ?"
34 Jezuz a lavaras dezho: Va boued eo ober bolontez an hini en deus va c'haset ha peurober e oberenn."
35 Ha ne lavarit ket ez eus c'hoazh pevar miz ac'han d'an eost? Setu, me a lavar deoc'h: Savit ho taoulagad ha sellit ouzh ar maezioù a wenna dija evit an eost."
36 An hini a ved resev ur gopr hag a zastum frouezh evit ar vuhez peurbadus, evit m'en em laouenaio an hini a had ivez gant an hini a ved."
37 Rak e kement-mañ eo gwir ar gomz-mañ: Unan all eo an hader, unan all eo ar meder."
38 Me am eus ho kaset e-lec'h n'hoc'h eus ket labouret. Reoù all o deus labouret ha c'hwi a zo aet en o labour."
39 Kalz eus Samaritaned ar gêr-se a gredas ennañ abalamour da gomz ar wreg, rak roet he doa an testeni-mañ: Lavaret en deus din kement am eus graet."
40 Ar Samaritaned eta, o vezañ deuet d'e gavout, a bedas anezhañ da chom ganto. Chom a reas daou zevezh eno."
41 Hag un niver kalz brasoc'h a gredas abalamour d'e gomz."
42 Lavarout a rejont d'ar wreg: N'eo ket abalamour da'z lavar eo e kredomp, rak klevet hon eus anezhañ hon-unan hag ec'h anavezomp penaos hemañ eo e gwirionez Salver ar bed, ar C'hrist."
43 Goude an daou zevezh, ez eas kuit ac'hano evit mont e Galilea,"
44 rak Jezuz e-unan en doa disklêriet penaos ur profed n'eo ket enoret en e vro e-unan."
45 Pa voe erru e Galilea, e voe degemeret mat gant ar C'halileiz o doa gwelet kement en doa graet e Jeruzalem deiz ar gouel; rak int ivez a oa aet d'ar gouel."
46 Jezuz a zeuas eta a-nevez da Gana Galilea, e-lec'h m'en doa troet an dour e gwin. Bez' e oa e Kafarnaoum un Aotrou a di ar roue a oa klañv e vab."
47 O vezañ anavezet penaos Jezuz a oa deuet eus Judea da C'halilea, ez eas d'e gavout hag e pedas anezhañ da ziskenn evit yac'haat e vab, rak mont a rae da vervel."
48 Jezuz a lavaras dezhañ: Ma ne welit ket a sinoù hag a vurzhudoù, ne gredit ket."
49 An Aotrou a di ar roue a lavaras dezhañ: Aotrou, diskenn a-raok ma varvo va bugel."
50 Jezuz a lavaras dezhañ: Kae, da vab a vev. An den a gredas ar ger en doa Jezuz lavaret dezhañ hag a yeas kuit."
51 Evel ma tiskenne, e vevelien a zeuas d'e ziarbenn hag a gemennas dezhañ: Da vab a vev."
52 Eñ a c'houlennas outo da bet eur e oa en em gavet gwelloc'h, hag e lavarjont dezhañ: Dec'h d'ar seizhvet eur, an derzhienn a guitaas anezhañ."
53 An tad a anavezas e oa d'an eur-se en doa Jezuz lavaret dezhañ: Da vab a vev. Hag e kredas, eñ hag holl dud e di."
54 Jezuz a reas an eil mirakl-se en e zistro eus Judea da C'halilea."
1 Goude-se, e voe ur gouel eus ar Yuzevien ha Jezuz a bignas da Jeruzalem."
2 Bez' ez eus e Jeruzalem, tost ouzh dor an Deñved, ur stank galvet en hebraeg Betesda hag en deus pemp porched."
3 Eno e oa gourvezet un niver bras a dud klañv, dall, kamm ha seizet, a c'hortoze keflusk an dour,"
4 rak un ael a ziskenne er stank a amzer-da-amzer hag a gemmeske an dour. Hag an hini kentañ a yae e-barzh goude ma vije bet kemmesket an dour a veze yac'haet, n'eus forzh peseurt kleñved a vije gantañ."
5 Bez' e oa eno un den hag a oa klañv abaoe eizh vloaz ha tregont."
6 Jezuz, o welout anezhañ gourvezet hag oc'h anavezout e oa dija klañv abaoe pell amzer, a lavaras dezhañ: Ha fellout a ra dit bezañ yac'haet?"
7 Ar c'hlañvour a respontas dezhañ: Aotrou, ne'm eus den evit va zeurel er stank pa vez kemmesket an dour hag, e-pad m'emaon o vont, unan all a ziskenn a-raok din."
8 Jezuz a lavaras dezhañ: Sav, doug da wele ha kerzh."
9 Kerkent an den a voe yac'haet, a gemeras e wele hag a gerzhas. Hag an deiz-se a oa un deiz sabad."
10 Neuze ar Yuzevien a lavaras d'an hini a oa bet yac'haet: Ar sabad eo, n'eo ket aotreet dit dougen da wele."
11 Eñ a respontas dezho: An hini en deus va yac'haet en deus lavaret din: Doug da wele ha kerzh."
12 Neuze e c'houlennjont digantañ: Piv eo an den en deus lavaret dit: Doug da wele ha kerzh?"
13 Met an hini a oa bet yac'haet ne ouie ket piv e oa. Rak Jezuz a oa en em dennet abalamour ma oa kalz a dud eno."
14 Goude-se, Jezuz a gavas anezhañ en templ hag a lavaras dezhañ: Setu, yac'haet out bet, na bec'h ken gant aon en em gavfe ganit un dra bennak gwashoc'h."
15 An den-se a yeas hag a lavaras d'ar Yuzevien e oa Jezuz en doa e yac'haet."
16 Dre-se ar Yuzevien a heskinas Jezuz hag a glaskas e lakaat d'ar marv, dre m'en doa graet kement-se d'an deiz sabad."
17 Met Jezuz a respontas dezho: Va Zad a labour betek vremañ ha me a labour ivez."
18 Dre-se ar Yuzevien a glaskas c'hoazh muioc'h e lakaat d'ar marv, nann hepken dre ma torre ar sabad, met c'hoazh abalamour ma c'halve Doue e Dad e-unan, oc'h en em ober e-unan kevatal da Zoue."
19 Neuze Jezuz a respontas dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, ar Mab ne c'hell ober netra anezhañ e-unan, nemet en defe gwelet an Tad ouzh henn ober, rak kement a ra an Tad, ar Mab a ra ivez eveltañ."
20 Rak an Tad a gar ar Mab hag a ziskouez dezhañ kement a ra, ha diskouez a raio dezhañ oberoù brasoc'h eget ar re-mañ, evit ma viot sabatuet."
21 Rak, evel ma adsav a varv an Tad hag e ro ar vuhez, evel-se ivez ar Mab a ro ar vuhez d'ar re a fell dezhañ."
22 An Tad ne varn den, met roet en deus pep barn d'ar Mab,"
23 evit ma'c'h enoro an holl ar Mab, evel ma'c'h enoront an Tad. An hini na enor ket ar Mab n'enor ket an Tad en deus e gaset."
24 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini a selaou va ger hag a gred en hini en deus va c'haset, en deus ar vuhez peurbadus ha ne zeu ket e barnedigezh, met tremenet eo eus ar marv d'ar vuhez."
25 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an eur a zeu, ha deuet eo dija, ma klevo ar re varv mouezh Mab Doue, hag ar re he c'hlevo a vevo."
26 Rak, evel m'en deus an Tad ar vuhez ennañ e-unan, roet en deus ivez d'ar Mab da gaout ar vuhez ennañ e-unan,"
27 hag roet en deus dezhañ ar galloud da varn, abalamour ma'z eo Mab an den."
28 Na vezit ket souezhet a gement-se, rak dont a ra an eur ma klevo e vouezh ar re holl a zo er bezioù ha ma'z aint er-maez,"
29 ar re o devo graet ar mad en adsavidigezh a vuhez, hag ar re o devo graet an droug en adsavidigezh a varn."
30 Ne c'hellan ober netra ac'hanon va-unan, barn a ran diouzh ma klevan, ha va barn a zo reizh, rak ne glaskan ket va bolontez met bolontez an Tad en deus va c'haset."
31 Mar roan testeni ac'hanon va-unan, va zesteni n'eo ket gwir."
32 Bez' ez eus unan all hag a ro testeni ac'hanon, ha gouzout a ran ez eo gwir an testeni a ro ac'hanon."
33 Kaset hoc'h eus tud da gavout Yann, hag en deus roet testeni d'ar wirionez."
34 Met an testeni a resevan n'eo ket hini eus un den, koulskoude e lavaran kement-mañ evit ma viot salvet."
35 Yann a oa al lamp a zev hag a sklaera, ha fellet eo bet deoc'h en em laouenaat ouzh e sklêrijenn e-pad un eur."
36 Met me am eus un testeni brasoc'h eget hini Yann, rak an oberoù en deus va Zad roet din da beurober, an oberoù-mañ o-unan a ran, a ro ac'hanon an testeni-mañ, penaos en deus an Tad va c'haset."
37 Hag an Tad en deus va c'haset en deus e-unan roet testeni ac'hanon. C'hwi n'hoc'h eus biskoazh klevet e vouezh, na gwelet e zremm,"
38 hag e c'her ne chom ket ennoc'h, pa'z eo gwir ne gredit ket en hini en deus kaset."
39 Furchal a rit ar Skriturioù, rak enno e kredit kaout ar vuhez peurbadus, hag int eo ar re a ro testeni ac'hanon."
40 C'hwi ne fell ket deoc'h dont da'm c'havout evit kaout ar vuhez."
41 Ne resevan ket gloar eus an dud."
42 Met hoc'h anavezan, n'emañ ket karantez Doue ennoc'h hoc'h-unan."
43 Deuet on en anv va Zad ha ne zegemerit ket ac'hanon. Mar deu unan all en e anv e-unan, e tegemerot anezhañ."
44 Penaos e c'hellit krediñ, c'hwi hag a resev ho kloar an eil digant egile ha na glask ket ar gloar a zeu eus Doue hepken?"
45 Na soñjit ket ez eo me ho tamallo dirak an Tad. Moizez, an hini a esperit ennañ, eo an hini ho tamallo."
46 Rak mar kredjec'h Moizez, e kredjec'h ivez ac'hanon, rak skrivet en deus diwar va fenn."
47 Met ma ne gredit ket e skridoù, penaos e kredot va gerioù?"
1 Goude-se, Jezuz a dremenas en tu all da Vor Galilea pe Mor Tiberiaz."
2 Ur bobl vras a heulie anezhañ, abalamour ma welent ar mirakloù a rae war ar re glañv."
3 Jezuz a bignas war ar menez hag ec'h azezas eno gant e ziskibien."
4 Hag ar Pask, gouel ar Yuzevien, a oa tost."
5 Jezuz eta, o vezañ savet e zaoulagad, hag o welout ul lod bras a dud o tont d'e gavout, a lavaras da Filip: Pelec'h e prenimp bara evit m'o devo an dud-mañ da zebriñ?"
6 Eñ a lavare kement-se evit e amprouiñ rak gouzout a rae ar pezh edo o vont d'ober."
7 Filip a respontas dezhañ: Daou c'hant diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g) a vara ne vefe ket a-walc'h evit reiñ un tammig da bep hini."
8 Unan eus e ziskibien, Andrev breur Simon-Pêr, a lavaras dezhañ:"
9 Bez' ez eus amañ ur paotrig en deus pemp bara heiz ha daou besk, met petra eo kement-se evit kement a dud?"
10 Jezuz a lavaras: Lakait an dud da azezañ. Bez' e oa kalz a c'heot el lec'h-se. An dud eta a azezas, en niver a war-dro pemp mil."
11 Jezuz a gemeras ar baraoù hag, o vezañ trugarekaet, o roas d'an diskibien, hag an diskibien d'ar re a oa azezet, hag en hevelep doare gant ar pesked, kement ha ma fellas dezho."
12 Goude m'o doe bet o gwalc'h, e lavaras d'e ziskibien: Dastumit an tammoù a zo manet, evit na vo kollet netra."
13 Dastum a rejont eta anezho hag e leugnjont daouzek paner gant an tammoù a oa manet eus ar pemp bara heiz, goude m'o doa debret."
14 An dud-se, o welout ar mirakl en doa Jezuz graet, a lavaras: Hemañ eo e gwirionez ar profed a dlee dont er bed."
15 Jezuz, oc'h anavezout ez aent da zont d'e gemer evit e lakaat da roue, en em dennas adarre e-unan war ar menez."
16 Pa voe deuet an abardaez, e ziskibien a ziskennas betek ar mor."
17 O vezañ aet er vag, e fellas dezho mont en tu all d'ar mor da Gafarnaoum. Dija e oa teñval ha Jezuz ne oa ket c'hoazh deuet d'o c'havout."
18 Dre ma oa kreñv an avel, koummoù ar mor a save."
19 P'o doa roeñvet war-dro pemp war-n-ugent pe tregont stadenn (~ 5 km), e weljont Jezuz a gerzhe war ar mor hag a dostae ouzh ar vag. Hag o doe aon."
20 Met eñ a lavaras dezho: Me eo, n'ho pet ket aon!"
21 Fellout a rae dezho eta e zegemer er vag, ha kerkent ar vag en em gavas el lec'h ma'z aent."
22 An deiz war-lerc'h, ar bobl hag a oa chomet en tu all d'ar mor a welas panaos ne oa bet eno bag ebet nemet an hini ma oa aet e ziskibien enni, ha penaos Jezuz ne oa ket aet e-barzh ganto, met penaos e ziskibien a oa aet kuit o-unan."
23 Met bagoù all, o tont eus Tiberiaz, a erruas tost d'al lec'h m'o doa debret ar bara goude m'en doe an Aotrou trugarekaet."
24 Pa welas ar bobl ne oa na Jezuz nag e ziskibien eno, e pignjont o-unan er bagoù hag ez ejont da Gafarnaoum da glask Jezuz."
25 O vezañ e gavet en tu all d'ar mor, e lavarjont dezhañ: Mestr, pegoulz out en em gavet amañ?"
26 Jezuz a respontas dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, va c'hlaskit n'eo ket abalamour m'hoc'h eus gwelet mirakloù met abalamour m'hoc'h eus debret bara ha m'hoc'h eus bet ho kwalc'h."
27 Na labourit ket evit ar boued a ya da goll, met evit an hini a chom betek ar vuhez peurbadus hag a vo roet deoc'h gant Mab an den. Rak Doue an Tad en deus e verket gant e siell."
28 Neuze e lavarjont dezhañ: Petra hon eus d’ober evit labourat da oberoù Doue?"
29 Jezuz a respontas dezho: Houmañ eo oberenn Doue, ma kredot en hini en deus kaset."
30 Neuze e lavarjont dezhañ: Peseurt mirakl a rez eta evit m'en gwelimp ha ma kredimp ennout? Peseurt oberenn a rez?"
31 Hon tadoù o deus debret ar mann el lec'h distro, hervez ma'z eo skrivet: Roet en deus dezho da zebriñ bara an neñv."
32 Neuze Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, Moizez n'en deus ket roet deoc'h bara an neñv, met va Zad a ro deoc'h gwir bara an neñv."
33 Rak bara Doue eo an hini en deus diskennet eus an neñv hag a ro ar vuhez d'ar bed."
34 Neuze e lavarjont dezhañ: Aotrou, ro deomp atav eus ar bara-se."
35 Jezuz a lavaras dezho: Me eo ar bara a vuhez. An hini a zeuio da'm c'havout n'en devo biken naon, hag an hini a gred ennon n'en devo biken sec'hed."
36 Met henn lavaret em eus deoc'h, gwelet hoc'h eus ac'hanon ha ne gredit ket."
37 Kement a roio an Tad din a zeuio da'm c'havout, ha ne lakain ket er-maez an hini a zeuio da'm c'havout,"
38 rak diskennet on eus an neñv nann evit ober va bolontez, met bolontez an hini en deus va c'haset."
39 Ha setu amañ bolontez an Tad en deus va c'haset, na gollin hini eus ar re en deus roet din, met ma'c'h adsavin anezho a varv d'an deiz diwezhañ."
40 Setu amañ bolontez an hini en deus va c'haset, ma teuio piv bennak a wel ar Mab hag a gred ennañ da gaout ar vuhez peurbadus, hag en adsavin a varv d'an deiz diwezhañ."
41 Neuze ar Yuzevien a c'hrozmolas diwar e benn dre m'en doa lavaret: Me eo ar bara diskennet eus an neñv."
42 Hag e lavarent: N'eo ket hemañ Jezuz mab Jozef, a anavezomp e dad hag e vamm? Penaos eta e lavar: Me a zo diskennet eus an neñv?"
43 Neuze Jezuz a respontas dezho: Na c'hrozmolit ket etrezoc'h."
44 Den ne c'hell dont da'm c'havout ma ne vefe sachet gant an Tad en deus va c'haset, ha en adsavin a varv d'an deiz diwezhañ."
45 Skrivet eo er brofeded: Kelennet e vint holl gant Doue. Evel-se piv bennak en deus selaouet an Tad hag en deus desket digantañ a zeu da'm c'havout."
46 N'eo ket en defe un den gwelet an Tad, nemet an hini a zeu eus Doue en deus gwelet an Tad."
47 E gwirionez, e gwirionez, ma a lavar deoc'h, an hini a gred ennon en deus ar vuhez peurbadus."
48 Me eo ar bara a vuhez."
49 Ho tadoù o deus debret ar mann el lec'h distro hag ez int marvet."
50 Setu amañ ar bara diskennet eus an neñv, evit na varvo ket an hini a zebro dioutañ."
51 Me eo ar bara bev a zo diskennet eus an neñv. Mar debr unan bennak eus ar bara-mañ, e vevo da viken. Hag ar bara a roin eo va c'hig, a roin evit buhez ar bed."
52 Neuze ar Yuzevien a dabutas etrezo, o lavarout: Penaos e c'hell an den-mañ reiñ deomp e gig da zebriñ?"
53 Neuze Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, ma ne zebrit ket kig Mab an den ha ma n'evit ket e wad, n'hoc'h eus ket ar vuhez ennoc'h hoc'h-unan."
54 An hini a zebr va c'hig hag a ev va gwad en deus ar vuhez peurbadus, hag ec'h adsavin anezhañ a varv d'an deiz diwezhañ."
55 Rak va c'hig a zo e gwirionez ur boued, ha va gwad a zo e gwirionez un evaj."
56 An hini a zebr va c'horf hag a ev va gwad a chom ennon, ha me ennañ."
57 Evel m'en deus an Tad hag a zo bev kaset ac'hanon ha ma vevan dre an Tad, evel-se an hini a zebr ac'hanon a vevo drezon."
58 Setu amañ ar bara a zo diskennet eus an neñv. N'eo ket evel ho tadoù, debret o deus ar mann hag ez int marvet. An hini a zebro ar bara-mañ a vevo da viken."
59 Lavarout a reas an traoù-mañ o kelenn e sinagogenn Gafarnaoum."
60 Kalz eus e ziskibien, o vezañ e glevet, a lavaras: Ar ger-se a zo kalet, piv a c'hell e selaou?"
61 Met Jezuz, oc'h anavezout ennañ e-unan e c'hrozmole e ziskibien diwar-benn kement-se, a lavaras dezho: Un abeg da gouezhañ a gavit e kement-se?"
62 Petra eta e vefe mar gwelfec'h Mab an den o pignat el lec'h ma oa kent?"
63 Ar Spered eo a ro buhez, ar c'hig ne servij da netra. Ar gerioù a lavaran deoc'h a zo spered ha buhez."
64 Met ez eus en ho touez lod ha ne gredont ket. Rak Jezuz a ouie adalek ar penn-kentañ pere a oa ar re ne gredent ket ha piv e oa an hini en droukroje."
65 Hag e lavaras: Setu perak em eus lavaret deoc'h penaos den ne c'hell dont da'm c'havout, ma n'eo ket roet kement-se dezhañ gant va Zad."
66 Adalek neuze kalz eus e ziskibien en em dennas ha n'ejont ken gantañ."
67 Jezuz a lavaras neuze d'an daouzek: Ha c'hwi, ha ne fell ket deoc'h mont kuit ivez?"
68 Simon-Pêr a respontas dezhañ: Aotrou, da biv ez afemp? Te ac'h eus gerioù ar vuhez peurbadus,"
69 ha ni hon eus kredet hag hon eus anavezet ez out ar C'hrist, Mab an Doue bev."
70 Jezuz a respontas dezho: Ha ne'm eus ket ho tibabet, ho taouzek? Hag unan ac'hanoc'h a zo un diaoul."
71 Komz a rae diwar-benn Judaz Iskariod mab Simon, rak hemañ eo a dlee e zroukreiñ, evitañ da vezañ unan eus an daouzek."
1 Goude-se, Jezuz a valeas dre C'halilea; ne fellas ket dezhañ bale dre Judea, abalamour ma klaske ar Yuzevien e lazhañ."
2 Gouel ar Yuzevien, gouel an Tabernakloù, a dostae."
3 Neuze e vreudeur a lavaras dezhañ: Kae kuit ac'han ha kae e Judea, evit ma welo ivez da ziskibien an oberoù a rez,"
4 rak den ne ra netra e-kuzh pa glask bezañ anavezet. Mar rez an traoù-se, en em ziskouez da-unan d'ar bed."
5 Rak e vreudeur o-unan ne gredent ket ennañ."
6 Jezuz a lavaras eta dezho: Va amzer n'eo ket deuet c'hoazh, met hoc'h amzer a zo atav dereat."
7 Ar bed ne c'hell ket ho kasaat, met kasaat a ra ac'hanon, abalamour ma roan testeni anezhañ penaos eo fall e oberoù."
8 Evidoc'h-c'hwi, it d'ar gouel-mañ. Me, ne d-an ket c'hoazh dezhañ, rak va amzer n'eo ket c'hoazh peurc'hraet."
9 O vezañ lavaret kement-se dezho, e chomas e Galilea."
10 Ha pa voe aet e vreudeur d'ar gouel, ez eas ivez, nann a-wel d'an holl, met evel e-kuzh."
11 Ar Yuzevien a glaske anezhañ e-pad ar gouel hag a lavare: Pelec'h emañ?"
12 Bez' e voe ur vrud bras diwar e benn e-touez ar bobl. Darn a lavare: Un den mat eo. Ha darn all a lavare: Nann, met touellañ a ra ar bobl."
13 Koulskoude den ne gomze frank anezhañ gant aon rak ar Yuzevien."
14 War-dro hanter ar gouel, Jezuz a bignas d'an templ hag a gelennas."
15 Ar Yuzevien a voe souezhet hag a lavaras: Penaos ec'h anavez an den-mañ ar Skriturioù, pa n'en deus ket o desket?"
16 Jezuz a respontas dezho: Va c'helennadurezh n'eo ket ac'hanon, met eus an hini en deus va c'haset."
17 Mar fell da unan bennak ober e volontez, ec'h anavezo hag eo va c'helennadurezh eus Doue pe ha me a gomz ac'hanon va-unan."
18 An hini a gomz anezhañ e-unan a glask e c'hloar e-unan, met an hini a glask gloar an hini en deus e gaset, a zo gwirion, ha n'eus ket a zireizhder ennañ."
19 Ha n'en deus ket Moizez roet al lezenn deoc'h? Hag hini ac'hanoc'h ne vir al lezenn. Perak e klaskit va lakaat d'ar marv?"
20 Ar bobl a respontas: Un diaoul ac'h eus. Piv a glask lakaat ac'hanout d'ar marv?"
21 Jezuz a respontas dezho: Un oberenn am eus graet hag oc'h holl souezhet a gement-se."
22 Moizez en deus roet deoc'h an amdroc'h, n'eo ket e teufe eus Moizez met eus an Tadoù, ha c'hwi a amdroc'h un den d'an deiz sabad."
23 Mar bez amdroc'het un den d'an deiz sabad, evit na vo ket torret lezenn Voizez, perak en em fulorit a-enep ac'hanon abalamour ma em eus yac'haet un den penn-da-benn d'an deiz sabad?"
24 Na varnit ket hervez an diavaez, met barnit hervez ar reizhder."
25 Neuze hiniennoù eus Jeruzalem a lavaras: Ha n'eo ket an hini a glaskont da lakaat da vervel?"
26 Ha setu e komz frank ha ne lavaront netra dezhañ. Hag anavezet o defe ar mestroù ez eo e gwirionez ar C'hrist?"
27 Koulskoude ni a oar a-belec'h eo hemañ, hogen pa zeuio ar C'hrist, den n'anavezo a-belec'h eo."
28 Neuze Jezuz, o kelenn en templ, a grias: C'hwi a anavez ac'hanon hag a oar a-belec'h ez on. N'on ket deuet ac'hanon va-unan, met an hini en deus va c'haset a zo gwirion ha n'anavezit ket anezhañ."
29 Me a anavez anezhañ, rak emaon anezhañ, hag eñ eo en deus va c'haset."
30 Klask a raent kregiñ ennañ, koulskoude den ne lakaas e zorn warnañ, rak ne oa ket c'hoazh deuet e eur."
31 Met kalz eus ar bobl a gredas ennañ hag a lavaras: Pa zeuio ar C'hrist, hag ober a raio brasoc'h mirakloù eget ma ra hemañ?"
32 Ar farizianed a glevas ar bobl o lavarout kement-se diwar e benn. Ar veleien vras hag ar farizianed a gasjont serjanted evit kregiñ ennañ."
33 Neuze Jezuz a lavaras dezho: Emaon ganeoc'h c'hoazh evit un nebeud amzer, hag ez in da gavout an hini en deus va c'haset."
34 Klask a reot ac'hanon ha ne'm c'havot ket, ha c'hwi ne c'hellit ket dont e-lec'h ma'z on."
35 Neuze ar Yuzevien a lavaras etrezo: Pelec'h ez aio na c'hellimp ket kavout anezhañ? Ha mont a raio etrezek ar re a zo strewet e-touez ar C'hresianed ha kelenn a raio ar C'hresianed?"
36 Petra eo ar pezh en deus lavaret: Klask a reot ac'hanon ha ne'm c'havot ket, ha c'hwi ne c'hellit ket dont e-lec'h ma'z on?"
37 An deiz diwezhañ eus ar gouel bras, Jezuz a savas hag a grias: Mar en deus unan bennak sec'hed, ra zeuio da'm c'havout ha ra evo."
38 An hini a gred ennon, stêrioù dour a vuhez a redo eus e askre, evel ma lavar ar Skritur."
39 Met e lavaras kement-se eus ar Spered a dlee resev ar re a gredje ennañ, rak ar Spered-Santel ne oa ket bet c'hoazh roet, abalamour ma ne oa ket bet c'hoazh savet Jezuz en e c'hloar."
40 Kalz eus ar bobl, o vezañ klevet ar gerioù-se, a lavaras: Hemañ eo e gwirionez ar profed."
41 Reoù all a lavaras: Ar C'hrist eo. Ha reoù all a lavaras: Ar C'hrist, ha dont a ra eus Galilea?"
42 Ha ne lavar ket ar Skritur e teuio ar C'hrist eus lignez David hag eus bourc'h Betlehem, a-belec'h e oa David?"
43 Ar bobl eta a oa lodennet diwar e benn."
44 Hag ur re bennak anezho a c'hoantaas kregiñ ennañ, met den ne lakaas e zaouarn warnañ."
45 Ar serjanted a zistroas eta etrezek ar veleien vras hag ar farizianed. Ar re-mañ a lavaras dezho: Perak n'hoc'h eus ket e zegaset?"
46 Ar serjanted a respontas: Biskoazh den n'en deus komzet evel an den-se."
47 Neuze ar farizianed a respontas dezho: Bet oc'h c'hwi ivez touellet?"
48 Ha bez' ez eus unan bennak eus ar mestroù pe eus ar farizianed hag en defe kredet ennañ?"
49 Met ar bobl-mañ n'anavez ket al lezenn, milliget int."
50 Nikodem, an hini a oa deuet en noz da gavout Jezuz hag a oa unan anezho, a lavaras dezho:"
51 Ha barn a ra hol lezenn un den hep bezañ e glevet hag hep anavezout ar pezh en deus graet?"
52 Int a respontas dezhañ: Bez' out ivez Galileat? Evesha, ha gwel ha profed ebet a zo bet biskoazh savet eus Galilea."
53 Ha pep hini en em dennas en e di."
1 Jezuz a yeas da Venez an Olived."
2 Da c'houloù-deiz e tistroas adarre d'an templ hag an holl bobl a zeuas d'e gavout. O vezañ azezet e kelennas anezho."
3 Ar skribed hag ar farizianed a zegasas dezhañ ur wreg tapet en avoultriezh hag, o vezañ he lakaet en o c'hreiz,"
4 e lavarjont dezhañ: Mestr, ar wreg-mañ a zo bet kavet o pec'hiñ dre avoultriezh."
5 Moizez el lezenn en deus gourc'hemennet deomp meinata ar seurt tud-se. Te eta, petra a lavarez?"
6 Lavarout a raent kement-se evit e amprouiñ hag evit gallout e damall. Met Jezuz, o daoublegañ, a skrivas gant e viz war an douar, evel ma ne gleve ket."
7 Met evel ma talc'hent d'ober goulennoù outañ, e savas hag e lavaras dezho: An hini ac'hanoc'h a zo hep pec'hed ra daolo ar maen kentañ outi."
8 Hag o taoublegañ a-nevez, e skrivas war an douar."
9 Pa glevjont kement-se, o kaout rebech digant o c'houstiañs, ez ejont kuit an eil goude egile, ar re goshañ da gentañ betek ar re ziwezhañ. Ha Jezuz a chomas e-unan gant ar wreg a oa eno e-kreiz."
10 Jezuz, o vezañ savet hag o gwelout den nemet ar wreg, a lavaras dezhi: Gwreg, pelec'h emañ da damallerien? Ha n'en deus den kondaonet ac'hanout?"
11 Hi a lavaras: Den, Aotrou. Jezuz a lavaras dezhi: Ne varnan ket ac'hanout kennebeut, kae ha na bec'h ken."
12 Neuze Jezuz a gomzas c'hoazh dezho hag a lavaras: Me eo sklêrijenn ar bed, an hini a heuilh ac'hanon ne gerzho ket en deñvalijenn, met bez' en devo sklêrijenn ar vuhez."
13 Hag ar farizianed a lavaras dezhañ: Te a ro testeni ac'hanout da-unan, da desteni n'eo ket gwirion."
14 Jezuz a respontas dezho: Petra bennak ma roan testeni ac'hanon va-unan, va zesteni a zo gwirion rak, gouzout a ran a-belec'h on deuet ha pelec'h ez an. Met c'hwi, n'ouzoc'h ket a-belec'h e teuan na pelec'h ez an."
15 C'hwi a varn hervez ar c'hig, me ne varnan den."
16 Ha mar barnan, va barnedigezh a zo gwirion, rak n'on ket va-unan, met ganin emañ an Tad en deus va c'haset."
17 Skrivet eo en ho lezenn penaos testeni daou zen a zo gwirion."
18 Me eo a ro testeni ac'hanon va-unan, hag an Tad en deus va c'haset a ro ivez testeni ac'hanon."
19 Lavarout a rejont eta dezhañ: Pelec'h emañ da Dad? Jezuz a respontas: N'anavezit na me na va Zad. Mar anavezfec'h ac'hanon, ec'h anavezfec'h ivez va Zad."
20 Jezuz a lavaras ar gerioù-mañ el lec'h ma oa an teñzor, o kelenn en templ. Ha den ne grogas ennañ, rak e eur ne oa ket deuet c'hoazh."
21 Neuze Jezuz a lavaras dezho c'hoazh: Mont a ran kuit hag e klaskot ac'hanon hag e varvot en ho pec'hed. Ne c'hellot ket dont e-lec'h ma'z an."
22 Ar Yuzevien a lavaras eta: Hag en em lazho e-unan, peogwir e lavar: Ne c'hellot ket dont e-lec'h ma'z an."
23 Hag e lavaras dezho: C'hwi a zo eus an traoñ, me a zo eus an nec'h. C'hwi a zo eus ar bed-mañ, me n'on ket eus ar bed-mañ."
24 Setu perak em eus lavaret deoc'h e varvot en ho pec'hedoù, rak ma ne gredit ket emaon, e varvot en ho pec'hedoù."
25 Neuze e lavarjont dezhañ: Piv out-te? Jezuz a lavaras dezho: Ar pezh a lavaran deoc'h abaoe ar penn-kentañ."
26 Kalz a draoù am eus da lavarout ac'hanoc'h ha da varn ennoc'h. Met an hini en deus va c'haset a zo gwirion hag e lavaran d'ar bed ar pezh am eus klevet digantañ."
27 Ne gomprenjont ket e komze dezho eus an Tad."
28 Jezuz a lavaras dezho: Pa ho po savet Mab an den, neuze ec'h anavezot emaon ha penaos ne ran netra ac'hanon va-unan, met e lavaran an traoù evel m'en deus va Zad o desket din."
29 An hini en deus va c'haset a zo ganin. An Tad n'en deus ket va lezet va-unan, abalamour ma ran atav ar pezh a blij dezhañ."
30 Pa lavaras an traoù-se, kalz a gredas ennañ."
31 Neuze Jezuz a lavaras d'ar Yuzevien o doa kredet ennañ: Mar kendalc'hit em ger, emaoc'h e gwirionez va diskibien."
32 Anavezout a reot ar wirionez hag ar wirionez ho tieubo."
33 Respont a rejont dezhañ: Ni a zo lignez Abraham ha biskoazh n'omp bet sklavourien da zen, penaos e lavarez: Dieubet e viot?"
34 Jezuz a respontas dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini en em ro d'ar pec'hed a zo sklavour d'ar pec'hed."
35 Met ar sklavour ne chom ket atav en ti, ar mab a chom ennañ atav."
36 Mar dieub eta ar Mab ac'hanoc'h, e voit dieubet evit gwir."
37 Gouzout a ran ez oc'h lignez Abraham, met e klaskit va lakaat d'ar marv abalamour n'en deus ket va ger a zegemer ennoc'h."
38 Me a lavar ar pezh am eus gwelet e ti va Zad, ha c'hwi ivez a ra ar pezh hoc'h eus gwelet e ti ho tad."
39 Int a respontas dezhañ: Hon tad eo Abraham. Jezuz a lavaras dezho: Ma vijec'h bugale Abraham, c'hwi a raje oberoù Abraham."
40 Met bremañ e glaskit va lakaat d'ar marv, me, un den en deus lavaret deoc'h ar wirionez am eus desket digant Doue. Abraham n'en deus ket graet kement-se."
41 C'hwi a ra oberoù ho tad. Lavarout a rejont dezhañ: N'omp ket bet ganet eus un avoultriezh, un Tad hepken hon eus, Doue eo."
42 Neuze Jezuz a lavaras dezho: Ma vije Doue ho Tad, e karjec'h ac'hanon, rak eus Doue eo ez on hag e teuan. N'on ket deuet ac'hanon va-unan, met eñ eo an hini en deus va c'haset."
43 Perak ne gomprenit ket va lavar? Abalamour na c'hellit ket selaou va ger."
44 Ho tad a ziskennit anezhañ eo an diaoul hag e fell deoc'h ober c'hoantoù ho tad. Muntrer eo bet adalek ar penn-kentañ, ha n'en deus ket kendalc'het er wirionez dre ma n'eus ket a wirionez ennañ. Pa lavar gaou, e komz eus ar pezh a zo ennañ e-unan, rak gaouiat eo ha tad d'ar gaou."
45 Hag abalamour ma lavaran ar wirionez, ne gredit ket ac'hanon."
46 Piv ac'hanoc'h a gendrec'ho ac'hanon a bec'hed? Mar lavaran ar wirionez, perak ne gredit ket ac'hanon?"
47 An hini a zo eus Doue a selaou gerioù Doue. Dre-se eo ne selaouit ket, abalamour n'oc'h ket eus Doue."
48 Neuze ar Yuzevien a respontas dezhañ: Ha n'hon eus ket lavaret mat penaos out ur Samaritan hag ez eus un diaoul ennout?"
49 Jezuz a respontas: Ne'm eus ket un diaoul met enoriñ a ran va Zad, hag e tizenorit ac'hanon."
50 Met ne glaskan ket va gloar, bez' ez eus unan hag e glask ha barn a ra."
51 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, mar mir unan bennak va ger, ne welo biken ar marv."
52 Neuze ar Yuzevien a lavaras dezhañ: Bremañ ec'h anavezomp ez eus un diaoul ennout. Abraham a zo marv, ar brofeded ivez, ha te a lavar: Mar mir unan bennak va ger, ne welo biken ar marv."
53 Ha brasoc'h out eget Abraham hon tad hag a zo marv? Ar brofeded ivez a zo marv. Da biv e fell dit en em dremen?"
54 Jezuz a respontas: Mar tennan gloar ac'hanon va-unan, va gloar n'eo netra. Va Zad eo an hini a ro gloar din, an hini a lavarit eo ho Toue."
55 N'hoc'h eus ket e anavezet. Met me a anavez anezhañ, ha ma lavarfen n'anavezan ket anezhañ, e vefen ur gaouiad eveldoc'h. Met anavezout a ran anezhañ hag e viran e c'her."
56 Abraham ho tad en deus tridet gant levenez o soñjal e tlee gwelout va deiz. E welet en deus hag eo en em laouenaet."
57 Neuze ar Yuzevien a lavaras dezhañ: Ne'c'h eus ket c'hoazh hanter kant vloaz hag ec'h eus gwelet Abraham?"
58 Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, a-raok ma voe Abraham, emaon."
59 Neuze e kemerjont mein evit o zeurel gantañ, met Jezuz en em guzhas hag a yeas er-maez eus an templ o tremen dre o c'hreiz, hag evel-se ez eas kuit."
1 Evel ma oa o tremen, e welas un den a oa dall abaoe e c'hanedigezh."
2 E ziskibien a c'houlennas digantañ: Mestr, piv en deus pec'het, hemañ pe e dud, ma'z eo bet ganet dall?"
3 Jezuz a respontas: N'en deus ket pec'het nag e dud kennebeut, met evit ma vo disklêriet oberoù Doue ennañ eo."
4 E-pad ma'z eo deiz, eo ret din kas da benn oberoù an hini en deus va c'haset. An noz a zeu, ha den ne c'hell labourat enni."
5 E-pad ma'z on er bed, ez on sklêrijenn ar bed."
6 O vezañ lavaret kement-se, e krañchas d'an douar hag e reas fank gant e halv. Neuze ec'h olevas daoulagad an dall gant ar fank-se,"
7 hag e lavaras dezhañ: Kae hag en em walc'h e stank Siloa, da lavarout eo: Kaset. Mont a reas di eta, en em walc'has, hag e teuas o welout sklaer."
8 An amezeien hag ar re o doa e welet a-raok pa oa dall a lavaras: N'eo ket hemañ an hini en em zalc'he azezet hag a c'houlenne an aluzen?"
9 Darn a lavaras: Eñ eo. Darn all a lavaras: Heñvel eo outañ. Eñ e-unan a lavaras: Me va-unan eo."
10 Int a lavaras eta dezhañ: Penaos eo bet digoret da zaoulagad dit?"
11 Respont a reas: Un den a c'halver Jezuz en deus graet fank, en deus olevet gantañ va daoulagad ha lavaret din: Kae da stank Siloa hag en em walc'h. Aet on, hag ez on en em walc'het, hag e welan."
12 Neuze e lavarjont dezhañ: Pelec'h emañ an den-se? Eñ a lavaras: N'ouzon ket."
13 Kas a rejont d'ar farizianed an hini a oa bet dall."
14 Un deiz sabad e oa p'en doa Jezuz graet ar fank hag en doa digoret e zaoulagad dezhañ."
15 Ar farizianed a c'houlennas eta digantañ ivez penaos en doa adkavet ar gweled. Eñ a lavaras dezho: Lakaet en deus fank din war va daoulagad, hag ez on en em walc'het, hag e welan."
16 Neuze hiniennoù eus ar farizianed a lavaras: An den-se n'eo ket a-berzh Doue pa ne vir ket ar sabad. Reoù all a lavaras: Penaos e c'hell un den a zo pec'her ober hevelep mirakloù? Hag e oant dizunvan etrezo."
17 Lavarout a rejont c'hoazh d'an dall: Te, petra a lavarez eus an hini en deus digoret dit da zaoulagad? Eñ a lavaras: Ur profed eo."
18 Koulskoude ar Yuzevien ne gredjont ket e oa bet an den-se dall hag e oa bet digoret e zaoulagad dezhañ, ken ma lakajont gervel e dud."
19 Hag e c'houlennjont diganto, o lavarout: Hag hennezh eo ho mab a lavarit eo bet ganet dall? Penaos eta e wel bremañ?"
20 E dud a respontas dezho: Gouzout a reomp ez eo hor mab hag ez eo bet ganet dall,"
21 met n'ouzomp ket penaos e wel bremañ, ha n'ouzomp ket piv en deus digoret dezhañ e zaoulagad. Oad en deus, goulennit digantañ, komz a raio e-unan eus ar pezh a sell outañ."
22 E dud a lavaras kement-se o vezañ m'o doa aon rak ar Yuzevien. Ar Yuzevien o doa dija lakaet penaos piv bennak a anavezje anezhañ evit ar C'hrist, a vije kaset kuit eus ar sinagogenn."
23 Abalamour da-se eo e lavaras e dud: Oad en deus, goulennit digantañ."
24 Gervel a rejont eta evit an eil wech an den a oa bet dall hag e lavarjont dezhañ: Ro gloar da Zoue, ni a oar ez eo an den-se ur pec'her."
25 Neuze e respontas: N'ouzon ket hag-eñ eo ur pec'her. Un dra a ouzon, penaos e oan dall ha bremañ e welan."
26 Lavarout a rejont c'hoazh dezhañ: Petra en deus graet dit? Penaos en deus digoret da zaoulagad dit?"
27 Respont a reas dezho: Henn lavaret em eus dija deoc'h ha n'hoc'h eus ket selaouet. Perak e fell deoc'h henn klevout a-nevez? C'hoantaat a rit ivez dont da vezañ e ziskibien?"
28 Neuze e tismegañsjont anezhañ hag e lavarjont: Te eo a zo e ziskibl, evidomp, ni a zo diskibien Moizez."
29 Ni a oar en deus Doue komzet ouzh Moizez, met hemañ, n'ouzomp ket a-belec'h eo."
30 An den a respontas: Un dra souezhus eo na ouezfec'h ket a-belec'h eo, hag en deus digoret va daoulagad din."
31 Ni a oar penaos Doue ne selaou ket ar pec'herien, met mar deu unan bennak da zoujañ Doue ha da ober e volontez, e selaou anezhañ."
32 N'eo ket bet klevet betek vremañ penaos en defe den digoret e zaoulagad d'un den ganet dall."
33 Ma ne vije ket hemañ eus Doue, ne c'hellfe ober netra."
34 Respont a rejont dezhañ: Te a zo bet ganet holl er pec'hed hag e kelennez ac'hanomp! Hag e kasjont anezhañ kuit."
35 Jezuz a glevas o doa e gaset kuit hag, o vezañ en em gavet gantañ, e lavaras dezhañ: Ha krediñ a rez e Mab Doue?"
36 Hag e respontas: Piv eo, Aotrou, evit ma kredin ennañ?"
37 Jezuz a lavaras dezhañ: E welet ec'h eus, eñ e-unan eo an hini a gomz ouzhit."
38 Hag e lavaras: Krediñ a ran, Aotrou, hag ec'h azeulas anezhañ."
39 Jezuz a lavaras: Me a zo deuet er bed-mañ evit ur varnedigezh, evit ma welo ar re na welont ket, ha ma teuio ar re a wel da vezañ dall."
40 Hiniennoù eus ar farizianed a oa gantañ, o klevout kement-se, a lavaras dezhañ: Ha ni, ha dall omp ivez?"
41 Jezuz a lavaras dezho: Ma vefec'h dall, n'ho pefe ket a bec'hed. Met bremañ e lavarit: Gwelout a reomp. Abalamour da gement-se ho pec'hed a chom."
1 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini na ya ket e kraou an deñved dre an nor, met a bign dre ul lec'h all, a zo ul laer hag ur brigant."
2 Met an hini a ya dre an nor a zo mesaer an deñved."
3 Ar porzhier a zigor dezhañ an nor hag an deñved a glev e vouezh. Gervel a ra e zeñved e-unan dre o anv hag e kas anezho er-maez."
4 Pa en deus degaset er-maez e zeñved e-unan, e kerzh a-raok dezho, hag an deñved a heuilh anezhañ abalamour ma'c'h anavezont e vouezh."
5 Met ne heuilhint ket un diavaeziad, tec'hout a raint kentoc'h, dre ma n'anavezont ket mouezh an diavaezidi."
6 Jezuz a lavaras dezho ar barabolenn-se, met ne gomprenjont ket ar pezh a lavare dezho."
7 Neuze Jezuz a lavaras dezho c'hoazh: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, me eo dor an deñved."
8 Ar re holl a zo deuet a-raok din a zo laeron ha briganted, met an deñved n'o deus ket o selaouet."
9 Me eo an nor. Mar deu e-barzh unan bennak drezon, e vo salvet. Dont ha mont a raio hag e kavo peurvan."
10 Al laer ne zeu nemet evit laerezh, lazhañ ha distrujañ. Me a zo deuet evit m'o devo ar vuhez, ha m'o devo anezhi gant fonnuster."
11 Me eo ar mesaer mat. Ar mesaer mat a ro e vuhez evit e zeñved."
12 Met an devezhour n'eo ket ar mesaer hag an deñved n'int ket dezhañ. Pa wel ar bleiz o tont, e tilez an deñved hag e tec'h. Ar bleiz a grog en deñved hag a stlabez anezho."
13 An devezhour a dec'h, abalamour ma'z eo devezhour ha na gemer ket preder eus an deñved."
14 Me eo ar mesaer mat, me a anavez va hini hag anavezet on gant va hini."
15 Evel ma'c'h anavez an Tad ac'hanon, ec'h anavezan ivez an Tad. Ha reiñ a ran va buhez evit an deñved."
16 Deñved all am eus ha n'int ket eus ar c'hraou-mañ. Ret eo din degas anezho ivez hag e klevint va mouezh. Hag e vo un tropell hepken hag ur mesaer hepken."
17 Dre gement-mañ eo e kar va Zad ac'hanon, o vezañ ma lezan va buhez evit hec'h adkemer."
18 Den ne lam anezhi diganin, me a lez anezhi ac'hanon va-unan. Ar galloud am eus d'he lezel hag ar galloud d'hec'h adkemer, an urzh-se am eus bet digant va Zad."
19 Neuze e voe dizunvaniezh adarre etre ar Yuzevien, abalamour d'ar gerioù-se."
20 Kalz anezho a lavaras: Un diaoul en deus, diskiantet eo. Perak e selaouit anezhañ?"
21 Re all a lavaras: Ar gerioù-se n'int ket eus un den dalc'het gant un diaoul. Hag un diaoul a c'hell digeriñ daoulagad ar re dall?"
22 Bez' e oa e Jeruzalem gouel an Dedi. Ar goañv a oa."
23 Evel ma kerzhe Jezuz en templ dindan porched Salomon,"
24 ar Yuzevien en em zastumas en-dro dezhañ hag a lavaras dezhañ: Betek pegeit e talc'hi hon ene en douetañs? Mar d-out ar C'hrist, lavar deomp splann."
25 Jezuz a respontas dezho: Henn lavaret em eus deoc'h ha ne gredit ket. An oberoù a ran en anv va Zad a ro testeni ac'hanon."
26 Met ne gredit ket abalamour n'oc'h ket eus va deñved, evel ma em eus lavaret deoc'h."
27 Va deñved a glev va mouezh, anavezout a ran anezho hag e teuont war va lerc'h."
28 Me a ro dezho ar vuhez peurbadus. Biken ne vint kollet ha den n'o lamo eus va dorn."
29 Va Zad en deus o roet din, ha brasoc'h eo eget an holl. Den ne c'hell o lemel eus dorn va Zad."
30 Me hag an Tad a zo unan."
31 Neuze ar Yuzevien a gemeras a-nevez mein evit e veinata."
32 Jezuz a lavaras dezho: Diskouezet em eus kalz a oberoù mat a-berzh va Zad, evit pehini anezho e veinatait ac'hanon?"
33 Ar Yuzevien a respontas dezhañ: N'eo ket evit un ober mat e veinataomp ac'hanout, met evit ur gwallgomz: rak n'out nemet un den, hag en em rez Doue."
34 Jezuz a respontas dezho: Ha n'eo ket skrivet en ho lezenn: Lavaret em eus: C'hwi a zo doueed?"
35 Mar he deus galvet doueed ar re ma oa bet kaset dezho ger Doue, hag ar Skritur ne c'hell ket bezañ torret,"
36 perak e lavarit e wallgomzan, me an hini en deus an Tad santelaet ha kaset er bed, abalamour ma em eus lavaret: Me eo Mab Doue?"
37 Ma ne ran ket oberoù va Zad, na gredit ket ac'hanon."
38 Met mar o gran, ha pa ne gredfec'h ket ac'hanon, kredit da'm oberoù, evit ma'c'h anavezot ha ma kredot ez eo an Tad ennon hag ez on ennañ."
39 Neuze e klaskjont c'hoazh kregiñ ennañ, met en em dennas eus o daouarn."
40 Mont a reas a-nevez en tu all d'ar Jordan, e-lec'h ma oa Yann o vadeziñ da gentañ, hag e chomas eno."
41 Kalz a dud a zeuas d'e gavout hag a lavaras: Yann, evit gwir, n'en deus graet mirakl ebet, met kement en deus Yann lavaret diwar-benn hemañ a zo gwir."
42 Ha kalz a gredas ennañ el lec'h-se."
1 Bez' e oa ur c'hlañvour, Lazar a Vetania, kêriadenn Mari ha Marta he c'hoar."
2 Mari a oa an hini a olevas an Aotrou gant c'hwezh-vat hag a dorchas e dreid gant he blev. Lazar he breur a oa klañv."
3 Ar c'hoarezed eta a gasas da lavarout dezhañ: Aotrou, setu, an hini a garez a zo klañv."
4 Pa glevas Jezuz kement-se e lavaras: Ar c'hleñved-se ne gas ket d'ar marv, met evit gloar Doue eo, evit ma resevo Mab Doue gloar a gement-se."
5 Ha Jezuz a gare Marta hag he c'hoar ha Lazar."
6 Koulskoude, pa glevas e oa klañv hemañ, e chomas daou zevezh c'hoazh el lec'h ma oa,"
7 ha neuze e lavaras d'an diskibien: Distroomp e Judea."
8 An diskibien a lavaras dezhañ: Mestr, ar Yuzevien a glaske n'eus ket pell da veinata, hag e tistroez di!"
9 Jezuz a respontas dezho: Ha n'eus ket daouzek eur en deiz? Mar kerzh unan bennak e-pad an deiz, ne strebot ket, abalamour ma wel sklêrijenn ar bed-mañ."
10 Met mar kerzh unan bennak e-pad an noz, e strebot, abalamour n'eus ket a sklêrijenn ennañ."
11 Komz a reas evel-se ha goude e lavaras dezho: Lazar hor mignon a gousk, met mont a ran d'e zihuniñ."
12 E ziskibien a lavaras eta: Aotrou, mar kousk, e vo yac'haet."
13 Jezuz en doa komzet eus e marv, met int a grede e komze eus diskuizh ar c'housked."
14 Neuze Jezuz a lavaras dezho sklaer: Lazar a zo marv."
15 Hag ez eus levenez ganin abalamour deoc'h dre ne oan ket eno, evit ma kredot. Met deomp d'e gavout."
16 Neuze Tomaz galvet Didim a lavaras d'an diskibien all: Deomp, ni ivez, evit mervel gantañ."
17 Jezuz, o vezañ erruet, a gavas Lazar er bez abaoe dija pevar devezh."
18 Betania a oa war-dro pemzek stadenn (~ 2.8 km) eus Jeruzalem,"
19 ha kalz a Yuzevien a oa deuet da gavout Marta ha Mari evit o frealziñ diwar-benn o breur."
20 Pa ouezas Marta e teue Jezuz, ez eas a-raok dezhañ, met Mari a chomas azezet er gêr."
21 Marta a lavaras da Jezuz: Aotrou, ma vijes bet amañ, va breur ne vije ket marvet."
22 Met anavezout a ran penaos bremañ c'hoazh, kement holl a c'houlenni digant Doue, Doue en roio dit."
23 Jezuz a lavaras dezhi: Da vreur a adsavo a varv."
24 Marta a respontas dezhañ: Gouzout a ran ec'h adsavo da vev da adsavidigezh, en deiz diwezhañ."
25 Jezuz a lavaras dezhi: Me eo an adsavidigezh hag ar vuhez, an hini a gred ennon, ha pa vefe marv, a vevo."
26 Ha piv bennak a vev hag a gred ennon ne varvo biken. Hag e kredez kement-se?"
27 Hi a lavaras dezhañ: Ya Aotrou, me a gred ez out ar C'hrist, Mab Doue a dlee dont er bed."
28 P'he doe lavaret kement-se, ez eas hag e c'halvas Mari he c'hoar e-kuzh hag e lavaras: Ar Mestr a zo amañ hag a c'halv ac'hanout."
29 Houmañ, o vezañ klevet anezhi, a savas buan hag a yeas d'e gavout."
30 Jezuz ne oa ket c'hoazh aet er bourc'h, met e oa el lec'h ma oa deuet Marta a-raok dezhañ."
31 Ar Yuzevien a oa gant Mari en ti ouzh he frealziñ, pa weljont e oa savet ken buan hag e oa aet er-maez, a heuilhjont anezhi, o lavarout: Mont a ra da ouelañ d'ar bez."
32 Pa voe deuet Mari el lec'h ma oa Jezuz ha pa welas anezhañ, en em daolas d'e dreid hag e lavaras dezhañ: Aotrou, ma vijes bet amañ, va breur ne vije ket marvet."
33 Pa welas Jezuz anezhi o ouelañ, hi hag ar Yuzevien a oa deuet ganti, e huanadas en e spered hag e voe trubuilhet."
34 Hag e lavaras: Pelec'h hoc'h eus e lakaet? Int a lavaras dezhañ: Aotrou, deus ha gwel."
35 Jezuz a ouelas."
36 Neuze ar Yuzevien a lavaras: Gwelit penaos e kare anezhañ."
37 Hiniennoù anezho a lavaras: Eñ hag en deus digoret daoulagad an den dall, ha ne c'helle ket ober ivez na varvje ket hemañ?"
38 Neuze Jezuz, o huanadiñ a-nevez ennañ e-unan, a zeuas d'ar bez. Ur c'hev e oa hag ur maen a oa bet lakaet warnañ."
39 Jezuz a lavaras: Lamit ar maen. Marta, c'hoar an hini marv, a lavaras dezhañ: Aotrou, c'hwez a zo dija gantañ rak aze emañ abaoe pevar devezh zo."
40 Jezuz a lavaras dezhi: Ha ne'm eus ket lavaret dit penaos mar kredez, e weli gloar Doue?"
41 Lemel a rejont eta ar maen eus al lec'h ma oa gourvezet an hini marv. Jezuz, o sevel e zaoulagad war-zu an neñv, a lavaras: Tad, da drugarekaan peogwir ec'h eus va selaouet."
42 Gouzout a ran e selaouez ac'hanon atav, met henn lavaret em eus abalamour d'ar bobl-mañ a zo en-dro din, evit ma kredint ec'h eus va degaset."
43 Goude bezañ lavaret kement-se, e krias a vouezh uhel: Lazar, deus er-maez!"
44 Hag an hini marv a zeuas er-maez, e dreid hag e zaouarn ereet gant bandennoù, e zremm goloet gant ul lienenn. Jezuz a lavaras dezho: Diereit anezhañ ha lezit eñ da vont."
45 Neuze, kalz eus ar Yuzevien a oa deuet da gavout Mari, pa weljont ar pezh en doa graet Jezuz, a gredas ennañ."
46 Met hiniennoù anezho a yeas da gavout ar farizianed hag a lavaras dezho ar pezh en doa graet Jezuz."
47 Neuze ar veleien vras hag ar farizianed a zastumas ar sanedrin hag a lavaras: Petra a raimp? Rak an den-se a ra kalz a virakloù."
48 Mar en lezomp d'ober, an holl a gredo ennañ, hag ar Romaned a zeuio hag a zistrujo hol lec'h hag hor broad."
49 Met unan anezho, Kaifaz, hag a oa beleg-meur er bloavezh-se, a lavaras dezho: C'hwi n'ouzoc'h netra,"
50 ha ne soñjit ket penaos eo gwelloc'h da un den hepken mervel evit ar bobl eget na vefe kollet ar vroad holl?"
51 Hogen ne lavaras ket kement-se anezhañ e-unan, met o vezañ beleg-meur er bloaz-se, e tiouganas penaos e tlee Jezuz mervel evit ar vroad,"
52 ha ne oa ket evit ar vroad hepken, met ivez evit dastum en unan hepken mibien Doue a-stlabez."
53 Adalek an deiz-se en em guzuilhjont evit e lakaat d'ar marv."
54 Neuze Jezuz n'en em ziskouezas mui dirak an holl e-touez ar Yuzevien, met mont a reas ac'hane en ur vro tost d'al lec'h distro, d'ur gêr galvet Efraim. Hag e chomas eno gant e ziskibien."
55 Pask ar Yuzevien a oa tost ha kalz a dud eus ar vro a bignas da Jeruzalem a-raok ar Pask evit en em c'hlanaat."
56 Klask a rejont Jezuz hag, oc'h en em zerc'hel en templ, e lavarjont an eil d'egile: Petra a soñjit? Ha ne zeuio ket d'ar gouel?"
57 Ar veleien vras hag ar farizianed o doa roet urzh, ma ouije unan bennak pelec'h e oa, en lavarje, evit ma krogjed ennañ."
1 C'hwec'h devezh a-raok ar Pask, Jezuz a zeuas da Vetania, e-lec'h ma oa Lazar, an hini a oa bet marv hag en doa adsavet a-douez ar re varv."
2 Aozet e voe dezhañ eno ur goan. Marta a servije ha Lazar a oa unan eus ar re a oa ouzh taol gantañ."
3 Neuze Mari, o vezañ kemeret ul lur (~ 330 g) c'hwezh-vat a nard pur eus ur priz bras, a olevas ganti treid Jezuz hag a dorchas e dreid gant he blev. An ti a voe leuniet gant c'hwezh an traet-se."
4 Neuze Judaz Iskariod mab Simon, unan eus e ziskibien, an hini a dlee e zroukreiñ, a lavaras:"
5 Perak n'eo ket bet gwerzhet ar c'hwezh-vat-se tri c'hant diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g) evit o reiñ d'ar beorien?"
6 Lavarout a rae kement-se, n'eo ket m'en doa preder ouzh ar beorien, met abalamour ma oa laer hag, o terc'hel ar yalc'h, e kemere ar pezh a lakaed enni."
7 Neuze Jezuz a lavaras: Lez anezhi, miret he deus ar c'hwezh-vat-se evit deiz va beziadur."
8 Rak ho po bepred ar beorien ganeoc'h, met n'ho po ket atav ac'hanon."
9 Ur vandenn vras a Yuzevien o vezañ gouezet e oa eno, a zeuas, nann hepken abalamour da Jezuz, met ivez evit gwelout Lazar en doa adsavet a-douez ar re varv."
10 Ar veleien vras en em guzulias da lakaat ivez Lazar d'ar marv,"
11 rak kalz eus ar Yuzevien a bellaas diouto en abeg dezhañ hag a gredas e Jezuz."
12 An deiz war-lerc'h, ul lod bras a dud deuet evit ar gouel, o klevout e teue Jezuz da Jeruzalem,"
13 a gemeras brankoù palmez hag a yeas a-raok dezhañ, o krial: Hozanna! Benniget ra vo roue Israel a zeu en anv an Aotrou!"
14 Jezuz, o vezañ kavet un azenig, a bignas warnañ, hervez ma'z eo skrivet:"
15 Na'z pez ket aon, merc'h Sion, setu, da roue a zeu, pignet war ebeul un azenez."
16 E ziskibien ne gomprenjont ket da gentañ kement-se, met pa voe roet gloar da Jezuz, neuze e teuas da soñj dezho penaos e oa bet skrivet an traoù-se diwar e benn hag e oant en em gavet gantañ."
17 Ar vandenn a oa gantañ p'en doa galvet Lazar eus ar bez ha p'en doa e adsavet a-douez ar re varv, a roe testeni dezhañ."
18 Abalamour ivez m'en doa anavezet ar bobl penaos en doa graet ar mirakl-se e oant aet a-raok dezhañ."
19 Ar farizianed a lavaras eta etrezo: Gwelout a rit na c'hounezit netra, setu, an dud o deus aet war e lerc'h."
20 Bez' e oa un toullad Gresianed e-touez ar re a oa pignet evit azeuliñ e-pad ar gouel."
21 Dont a rejont da gavout Filip eus Betsaida e Galilea hag e c'houlennjont dioutañ: Aotrou, ni a garfe gwelout Jezuz."
22 Filip a zeuas hag en lavaras da Andrev, hag Andrev ha Filip en lavaras da Jezuz."
23 Jezuz a respontas dezho: An eur a zo deuet ma tle Mab an den resev gloar."
24 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, ma ne varv ket ar c'hreunenn winizh a gouezh d'an douar, e chom hec'h-unan. Met mar marv, e toug kalz a frouezh."
25 An hini a gar e vuhez he c'hollo, hag an hini a gasa e vuhez er bed-mañ he miro evit ar vuhez peurbadus."
26 Mar servij unan bennak ac'hanon, ra zeuio war va lerc'h, hag e-lec'h ma'z on, eno e vo ivez va servijer. Mar servij unan bennak ac'hanon, an Tad a enoro anezhañ."
27 Bremañ va ene a zo trubuilhet. Ha petra a lavarin? Tad, savete ac'hanon eus an eur-mañ? Met evit kement-se eo ez on deuet en eur-mañ."
28 Tad, ro gloar da'z anv! Neuze e teuas ur vouezh eus an neñv: Ha roet em eus gloar dezhañ, hag e roin gloar dezhañ c'hoazh."
29 Ar bobl a oa eno hag o doa klevet a lavaras e oa ar c'hurun. Re all a lavaras: Un ael en deus komzet outañ."
30 Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras: N'eo ket evidon eo deuet ar vouezh-se, met evidoc'h."
31 Bremañ en em ra barnedigezh ar bed-mañ, bremañ priñs ar bed-mañ a vo taolet er-maez."
32 Ha me, pa vin bet savet eus an douar, e tennin an holl da'm c'havout."
33 Hogen e lavaras kement-se evit merkañ dre beseurt marv e tlee mervel."
34 Ar bobl a respontas dezhañ: Desket hon eus dre al lezenn e tle ar C'hrist chom da viken. Penaos eta e lavarez ez eo ret da Vab an den bezañ savet? Piv eo ar Mab an den-se?"
35 Neuze Jezuz a lavaras dezho: Ar sklêrijenn a zo c'hoazh ganeoc'h evit un nebeud amzer. Kerzhit e-pad m'hoc'h eus ar sklêrijenn, gant aon na zeufe an deñvalijenn d'ho soupren. An hini a gerzh en deñvalijenn ne oar ket pelec'h ez a."
36 E-pad m'hoc'h eus ar sklêrijenn, kredit er sklêrijenn, evit ma viot bugale ar sklêrijenn. Jezuz a lavaras an traoù-se, ha goude ez eas kuit hag en em guzhas diouto."
37 Met evitañ da vezañ graet kement a virakloù dirazo, ne gredjont ket ennañ,"
38 evit ma vije peurc'hraet ar ger en doa ar profed Izaia lavaret: Aotrou, piv en deus kredet d'hor prezegenn? Ha da biv eo bet diskuliet brec'h an Aotrou?"
39 Evel-se ne c'hellent ket krediñ, rak Izaia en deus lavaret c'hoazh:"
40 Dallet en deus o daoulagad ha kaletaet o c'halon, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o c'halon da gompren, na zistrofent, ha na yac'hafen anezho."
41 Izaia a lavaras an traoù-mañ, pa welas e c'hloar ha pa gomzas diwar e benn."
42 Koulskoude, kalz e-touez ar re vras zoken a gredas ennañ, met n'anzavjont ket kement-se abalamour d'ar farizianed, gant aon da vezañ kaset kuit eus ar sinagogenn,"
43 rak karout a raent muioc'h ar gloar a zeu eus an dud eget gloar Doue."
44 Jezuz a grias hag a lavaras: An hini a gred ennon, ne gred ket ennon met en hini en deus va c'haset,"
45 hag an hini a wel ac'hanon a wel an hini an deus va c'haset."
46 Me a zo deuet er bed evel ur sklêrijenn, evit na chomo ket en deñvalijenn an neb a gred ennon."
47 Mar klev unan bennak va gerioù ha ne gred ket, ne varnan ket anezhañ, rak n'on ket deuet evit barn ar bed, met evit saveteiñ ar bed."
48 An hini na'm degemer ket ha na zegemer ket va gerioù en deus e varner, ar ger am eus prezeget eo, a varno anezhañ d'an deiz diwezhañ."
49 Rak n'eo ket ac'hanon va-unan em eus komzet, met an Tad en deus va c'haset, en deus gourc'hemennet din ar pezh a dleen lavarout ha prezeg."
50 Hag anavezout a ran penaos e c'hourc'hemenn a zo ar vuhez peurbadus. An traoù a lavaran eta, a lavaran evel m'en deus an Tad o lavaret din."
1 A-raok gouel ar Pask, Jezuz, oc'h anavezout e oa deuet e eur evit tremen eus ar bed-mañ d'an Tad, goude bezañ karet e re a oa er bed, o c'haras betek an diwezh."
2 Da ziwezh ar goan, an diaoul o vezañ lakaet dija e kalon Judaz Iskariod mab Simon ar soñj d'e zroukreiñ,"
3 Jezuz, oc'h anavezout en doa an Tad lakaet pep tra etre e zaouarn, hag e oa deuet eus Doue hag e tistroe da Zoue,"
4 a savas diouzh koan, a lamas e zilhad, hag, o vezañ kemeret ul lienenn, en em c'hourizas ganti."
5 Goude-se e lakaas dour en ur billig hag en em lakaas da walc'hiñ treid an diskibien ha d'o zorchañ gant al lienenn a oa en-dro dezhañ."
6 Dont a reas eta da Simon-Pêr, hag hemañ a lavaras dezhañ: Aotrou, ha te a walc'hfe va zreid din!"
7 Jezuz a respontas dezhañ: N'ouzout ket bremañ ar pezh a ran, met henn gouzout a ri diwezhatoc'h."
8 Pêr a lavaras dezhañ: Biken ne walc'hi va zreid din. Jezuz a respontas dezhañ: Ma ne walc'han ket ac'hanout, ne'c'h eus ket lod ganin."
9 Simon-Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, nann hepken va zreid, met ivez va daouarn ha va fenn."
10 Jezuz a lavaras dezhañ: An hini a zo bet gwalc'het en deus ezhomm e vefe gwalc'het dezhañ e zreid hepken, hag emañ glan penn-da-benn. Ha c'hwi a zo glan, met n'oc'h ket holl."
11 Rak gouzout a rae piv oa an hini a dlee e zroukreiñ, abalamour da-se e lavaras: N'oc'h ket glan holl."
12 Goude eta m'en doe gwalc'het o zreid dezho ha m'en doe adkemeret e zilhad, en em lakaas adarre ouzh taol hag e lavaras dezho: Ha gouzout a rit ar pezh am eus graet deoc'h?."
13 Va c'hervel a rit Mestr hag Aotrou, ha gwir a lavarit rak bez' ez on."
14 Mar em eus eta gwalc'het ho treid deoc'h, me an Aotrou hag ar Mestr, c'hwi a dle ivez gwalc'hiñ ho treid an eil d'egile."
15 Rak roet em eus deoc'h ur skouer, evit ma reot evel ma em eus graet deoc'h."
16 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, ar servijer n'eo ket brasoc'h eget e vestr, nag an abostol (= an hini kaset) brasoc'h eget an hini en deus e gaset."
17 Mar gouzoc'h an traoù-se, ez oc'h eürus, gant ma sentot outo."
18 Ne gomzan ket ac'hanoc'h holl. Gouzout a ran ar re am eus dibabet. Met ret eo d'ar Skritur bezañ peurc'hraet: An hini a zebr bara ganin en deus savet e droad em enep."
19 Me en lavar deoc'h adalek bremañ, a-raok ma'c'h erruo an dra, evit pa c'hoarvezo, ma kredot emaon."
20 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini a zegemer an hini am bo kaset a zegemer ac'hanon, hag an hini a zegemer ac'hanon a zegemer an hini en deus va c'haset."
21 P'en doe Jezuz lavaret kement-se, e voe trubuilhet en e spered hag e roas an testeni-mañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, unan ac'hanoc'h am droukroio."
22 An diskibien a sellas an eil ouzh egile o vezañ ne ouient ket a biv eo e komze."
23 Unan eus e ziskibien, a oa karet gant Jezuz, a oa astennet harp ouzh bruched Jezuz."
24 Simon-Pêr a reas sin dezhañ da c'houlenn eus piv e komze."
25 Eñ, o vezañ pleget war vruched Jezuz, a lavaras dezhañ: Aotrou, piv eo?"
26 Jezuz a respontas: An hini a roin dezhañ an tamm soubet. Hag, o vezañ soubet un tamm, e roas anezhañ da Judaz Iskariod mab Simon."
27 War-lerc'h an tamm, Satan a yeas ennañ. Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Gra raktal ar pezh a rez."
28 Met hini ebet eus ar re a oa ouzh taol ne gomprenas perak e lavaras kement-se dezhañ."
29 Hiniennoù a soñjas penaos, evel ma oa ar yalc'h gant Judaz, e lavare Jezuz dezhañ: Pren ar pezh hon eus ezhomm evit ar gouel, pe da reiñ un dra bennak d'ar beorien."
30 O vezañ eta resevet an tamm, eñ a yeas kuit raktal. Noz e oa."
31 Pa voe aet kuit, Jezuz a lavaras: Bremañ roet eo bet gloar da Vab an den ha roet eo bet gloar da Zoue ennañ."
32 Mar d-eo bet roet gloar da Zoue ennañ, Doue a roio gloar dezhañ ivez ennañ e-unan hag e roio gloar dezhañ prest."
33 Va bugale vihan, me a zo c'hoazh ganeoc'h evit un nebeud amzer. C'hwi am c'hlasko hag, evel ma em eus lavaret d'ar Yuzevien: Ne c'hellit ket dont e-lec'h ma'z an, deoc'h ivez en lavaran bremañ."
34 Reiñ a ran deoc'h ur gourc'hemenn nevez: Ma en em garot an eil egile evel ma em eus ho karet, ma en em garot ivez an eil egile."
35 Dre gement-mañ ec'h anavezo an holl ez oc'h va diskibien, ma hoc'h eus karantez an eil evit egile."
36 Simon-Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, pelec'h ez-te? Jezuz a respontas dezhañ: E-lec'h ma'z an, ne c'hellez ket va heuliañ bremañ, met te am heulio diwezhatoc'h."
37 Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, perak ne c'hellan ket da heuliañ bremañ? Me a rofe va buhez evidout."
38 Jezuz a respontas dezhañ: Te a rofe da vuhez evidon? E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ne gano ket ar c'hilhog na'z po va dinac'het teir gwech."
1 Na lezit ket ho kalon da vezañ trubuilhet. Kredit e Doue, kredit ivez ennon."
2 Bez' ez eus meur a chomlec'h e ti va Zad. Ma ne vefe ket, em bije henn lavaret deoc'h. Mont a ran da gempenn ul lec'h deoc'h."
3 Pa vin aet kuit ha pa em bo kempennet ul lec'h deoc'h, e tistroin hag ho kemerin ganin, evit el lec'h m'emaon e viot c'hwi ivez."
4 Gouzout a rit pelec'h ez an hag ec'h ouzoc'h an hent."
5 Tomaz a lavaras dezhañ: Aotrou, n'ouzomp ket pelec'h ez ez, ha penaos e c'hellfemp gouzout an hent?"
6 Jezuz a lavaras dezhañ: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuhez. Den ne zeu d'an Tad nemet drezon."
7 Mar ho pefe va anavezet, ho pefe anavezet ivez va Zad. Hag a-vremañ ec'h anavezit anezhañ hag hoc'h eus e welet."
8 Filip a lavaras dezhañ: Aotrou, diskouez deomp an Tad hag eo a-walc'h deomp."
9 Jezuz a lavaras dezhañ: Keid-all a zo abaoe ma'z on ganeoc'h, ha ne'c'h eus ket va anavezet, Filip? An hini en deus va gwelet en deus gwelet an Tad. Penaos e lavarez: Diskouez deomp an Tad?"
10 Ha ne gredez ket ez on-me en Tad hag emañ an Tad ennon? Ar gerioù a lavaran deoc'h, n'o lavaran ket ac'hanon va-unan. Met an Tad a chom ennon, a ra e-unan an oberoù."
11 Kredit ac'hanon pa lavaran ez on en Tad hag emañ an Tad ennon. Kredit ac'hanon da vihanañ abalamour d'an oberoù-se o-unan."
12 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini a gred ennon a raio ivez an oberoù a ran, hag e raio reoù vrasoc'h eget ar re-mañ, abalamour ma'z an da gavout va Zad."
13 Kement a c'houlennot em anv, me a raio anezhañ evit ma vo roet gloar d'an Tad er Mab."
14 Mar goulennit un dra bennak em anv, me a raio anezhañ."
15 Mar karit ac'hanon, mirit va gourc'hemennoù."
16 Me a bedo an Tad hag e roio deoc'h ur Frealzer all, evit ma chomo ganeoc'h da viken,"
17 ar Spered a wirionez na c'hell ket bezañ degemeret gant ar bed, dre ma ne wel ket anezhañ ha n'anavez ket anezhañ. Met c'hwi a anavez anezhañ, rak e chom ganeoc'h hag e vo ennoc'h."
18 Ne lezin ket ac'hanoc'h emzivaded, dont a rin d'ho kavout."
19 C'hoazh un nebeud amzer hag ar bed ne'm gwelo ken, met c'hwi am gwelo, abalamour ma vevan ha ma vevot ivez."
20 En deiz-se, ec'h anavezot emaon em Zad, ha c'hwi ennon, ha me ennoc'h."
21 An hini en deus va gourc'hemennoù hag a vir anezho, hennezh eo a gar ac'hanon. Hag an hini a gar ac'hanon a vo karet gant va Zad, hag e karin anezhañ hag en em ziskouezin dezhañ."
22 Judaz, nann an Iskariod, a lavaras dezhañ: Aotrou, a-belec'h e teu ma en em ziskouezi deomp ha nann d'ar bed?"
23 Jezuz a respontas dezhañ: Mar kar unan bennak ac'hanon, e viro va ger. Va Zad a garo anezhañ, e teuimp d'e gavout hag e raimp hor chomlec'h gantañ."
24 An hini na gar ket ac'hanon ne vir ket va gerioù. Hag ar ger a glevit n'eo ket ac'hanon-me, met eus an Tad en deus va c'haset."
25 Lavaret em eus deoc'h an traoù-mañ e-pad ma choman ganeoc'h."
26 Met ar Frealzer, ar Spered-Santel a gaso an Tad em anv, a gelenno deoc'h an holl draoù hag a zegaso soñj deoc'h e kement am eus lavaret deoc'h."
27 Lezel a ran ganeoc'h ar peoc'h, reiñ a ran deoc'h va feoc'h. Ne roan ket deoc'h evel ma ro ar bed. Na lezit ket ho kalon da vezañ trubuilhet pe spontet."
28 Klevet hoc'h eus em eus lavaret deoc'h: Mont a ran kuit hag e tistroan davedoc'h. Mar karfec'h ac'hanon, ho pefe levenez eus ar pezh am eus lavaret: Mont a ran da gavout an Tad, rak va Zad a zo brasoc'h egedon."
29 Henn lavaret em eus deoc'h bremañ a-raok ma c'hoarvezo an dra, evit pa vo c'hoarvezet, e kredot."
30 Ne gomzin ken kalz ganeoc'h, rak priñs ar bed-mañ a zeu. Ha n'en deus netra ennon."
31 Met evit ma'c'h anavezo ar bed e karan an Tad hag e ran ar pezh en deus an Tad gourc'hemennet din, savit, deomp ac'hann."
1 Me eo ar winienn wirion ha va Zad eo ar gwinier."
2 Lemel a ra kuit kement brank ennon na zoug ket a frouezh hag e tivarr kement brank a zoug frouezh, evit ma tougo c'hoazh muioc'h a frouezh."
3 Dija ez oc'h glan abalamour d'ar gomz am eus lavaret deoc'h."
4 Chomit ennon ha me ennoc'h. Evel na c'hell ket ar brank dougen frouezh anezhañ e-unan ma ne chom ket stag ouzh ar winienn, c'hwi ne c'hellit ket kennebeut ma ne chomit ket ennon."
5 Me eo ar winienn, c'hwi eo ar brankoù. An hini a chom ennon ha me ennañ, hennezh a zoug kalz a frouezh, rak hepdon ne c'hellit ober netra."
6 Ma ne chom ket unan bennak ennon, taolet eo er-maez evel ar brank hag e sec'h. Neuze e tastumer anezho, o zaoler en tan hag e tevont."
7 Mar chomit ennon ha mar chom va gerioù ennoc'h, e c'houlennot ar pezh a fello deoc'h ha kement-se a vo roet deoc'h."
8 E kement-mañ eo e vo roet gloar da'm Zad, dougit kalz a frouezh. Hag e viot va diskibien."
9 Evel m'en deus an Tad va c'haret, em eus ivez ho karet. Chomit em c'harantez."
10 Mar mirit va gourc'hemennoù, e chomot em c'harantez, evel ma em eus miret gourc'hemennoù va Zad hag e choman en e garantez."
11 Lavaret em eus deoc'h an traoù-mañ evit ma chomo va levenez ennoc'h ha ma vo ho levenez peurleuniet."
12 Setu va gourc'hemenn, ma en em garot an eil egile evel ma em eus ho karet."
13 Den n'en deus brasoc'h karantez eget an hini a ro e vuhez evit e vignoned."
14 C'hwi a zo va mignoned, mar grit kement a c'hourc'hemennan deoc'h."
15 N'ho kalvan ken servijerien, rak ar servijer ne oar ket petra a ra e vestr, met ho kalvet em eus mignoned, abalamour ma em eus roet deoc'h da anavezout kement am eus klevet gant va Zad."
16 N'eo ket c'hwi hoc'h eus va dibabet, met me eo am eus ho tibabet hag am eus ho lakaet, evit ma'z eot ha ma tougot frouezh, ha ma vo ho frouezh kendalc'hus, hag evit ma roio va Zad deoc'h kement a c'houlennot em anv digantañ."
17 Ar pezh a c'hourc'hemennan deoc'h eo ma en em garot an eil egile."
18 Mar kasa ar bed ac'hanoc'h, gouezit penaos en deus va c'hasaet a-raok deoc'h."
19 Ma vijec'h eus ar bed, ar bed a garje ar pezh a vije dezhañ. Met abalamour ma n'oc'h ket eus ar bed ha ma em eus ho tibabet a-douez ar bed, abalamour da-se eo e kasa ar bed ac'hanoc'h."
20 Ho pet soñj eus ar ger am eus lavaret deoc'h: Ar servijer n'eo ket brasoc'h eget e vestr. Ma o deus va gwallgaset, e wallgasint ivez ac'hanoc'h, ha ma o deus miret va ger, e virint ivez hoc'h hini."
21 Met kement-se holl a raint deoc'h en abeg da'm anv, rak n'anavezont ket an hini en deus va c'haset."
22 Ma ne vijen ket deuet ha ma ne'm bije ket komzet outo, n'o dije ket a bec'hed. Met bremañ n'o deus ket a zigarez evit o fec'hed."
23 An hini a gasa ac'hanon, a gasa ivez va Zad."
24 Ma ne'm bije ket graet en o zouez an oberoù n'en deus graet hini all ebet, n'o dije ket a bec'hed. Met bremañ o deus o gwelet hag o deus kasaet ac'hanon ha va Zad ivez."
25 Met kement-se a zo evit ma vo peurc'hraet ar ger a zo skrivet en o lezenn: Va c'hasaet o deus hep abeg."
26 Met pa vo deuet ar Frealzer a zegasin deoc'h a-berzh an Tad, ar Spered a wirionez a zeu eus an Tad, eñ a roio testeni ac'hanon."
27 Ha c'hwi ivez a roio testeni, rak ganin emaoc'h adalek ar penn-kentañ."
1 Lavaret em eus deoc'h an traoù-mañ evit na vint ket deoc'h un abeg da gouezhañ."
2 Kas a raint ac'hanoc'h kuit eus o sinagogennoù, hag an eur a zeu ma kredo piv bennak ho lakaio d'ar marv reiñ ul lid da Zoue."
3 Ober a raint kement-se deoc'h rak n'o deus anavezet na va Zad na me."
4 Me am eus lavaret deoc'h an traoù-se, evit, pa vo deuet an eur, m'ho po soñj em eus o lavaret deoc'h. Ne'm eus ket lavaret anezho deoc'h abaoe ar penn-kentañ, abalamour ma oan ganeoc'h."
5 Met bremañ ez an da gavout an hini en deus va c'haset, hag hini ac'hanoc'h ne c'houlenn diganin: Pelec'h ez ez?"
6 Hag abalamour ma em eus lavaret deoc'h an traoù-mañ, an dristidigezh he deus leuniet ho kalon."
7 Koulskoude e lavaran deoc'h ar wirionez, talvoudek eo deoc'h ez afen kuit, rak ma ne d-an ket kuit, ar Frealzer ne zeuio ket d'ho kavout. Met mar d-an kuit, e kasin anezhañ deoc'h."
8 Ha pa vo deuet, e kendrec'ho ar bed er pezh a sell ouzh ar pec'hed, ar reizhder hag ar varnedigezh,"
9 ar pec'hed, dre na gredont ket ennon,"
10 ar reizhder, dre ma'z an da gavout va Zad ha na'm gwelot mui,"
11 ar varnedigezh, dre ma'z eo bet barnet priñs ar bed-mañ."
12 Kalz a draoù all am eus c'hoazh da lavarout deoc'h, met n'oc'h ket c'hoazh evit o dougen."
13 Pa vo deuet hennezh, ar Spered a wirionez, e reno ac'hanoc'h en holl wirionez, rak ne gomzo ket anezhañ e-unan, met e lavaro kement en devo klevet hag e tisklêrio deoc'h an traoù da zont."
14 Eñ eo an hini a roio gloar din, abalamour ma kemero eus ar pezh a zo din ha ma en disklêrio deoc'h."
15 Kement en deus an Tad a zo din. Setu perak em eus lavaret e kemero eus ar pezh a zo din hag en disklêrio deoc'h."
16 C'hoazh un nebeud amzer ha ne'm gwelot mui, ha c'hoazh un nebeud amzer goude hag em gwelot, abalamour ma'z an da gavout an Tad."
17 Neuze e ziskibien a lavaras an eil d'egile: Petra eo ar pezh a lavar deomp: C'hoazh un nebeud amzer ha ne'm gwelot mui, ha c'hoazh un nebeud amzer goude hag em gwelot? hag: Abalamour ma'z an da gavout an Tad?"
18 Lavarout a raent eta: Petra eo ar pezh a lavar: C'hoazh un nebeud amzer? N'ouzomp ket ar pezh a lavar."
19 Jezuz a ouezas e felle dezho ober goulennoù outañ hag a lavaras dezho: C'hwi a c'houlenn etrezoc'h perak em eus lavaret: C'hoazh un nebeud amzer ha ne'm gwelot mui, ha c'hoazh un nebeud amzer goude hag em gwelot."
20 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, c'hwi a welo hag a hirvoudo, hag ar bed en em laouenaio. C'hwi a vo en dristidigezh, met ho tristidigezh a vo troet e levenez."
21 Pa wilioud ur wreg, he devez poan abalamour ma'z eo deuet hec'h eur, met goude ma he deus ganet ur bugel, n'he deus ken soñj eus he foan gant al levenez he deus da vezañ ganet un den er bed."
22 Evel-se c'hwi a zo bremañ en dristidigezh, met me ho kwelo a-nevez hag ho kalon en em laouenaio, ha den ne lamo diganeoc'h ho levenez."
23 En deiz-se ne c'houlennot ken netra diganin. E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, kement a c'houlennot digant an Tad em anv, en roio deoc'h."
24 Betek vremañ n'hoc'h eus goulennet netra em anv. Goulennit hag e resevot, evit ma vo ho levenez peurleuniet."
25 Lavaret em eus deoc'h an traoù-se e parabolennoù. Met an amzer a zeu ma ne gomzin ken deoc'h e parabolennoù hag e komzin deoc'h sklaer diwar-benn an Tad."
26 En deiz-se, e c'houlennot em anv ha ne lavaran ket deoc'h e pedin an Tad evidoc'h,"
27 rak an Tad e-unan ho kar, abalamour ma hoc'h eus va c'haret ha ma hoc'h eus kredet ez on deuet eus Doue."
28 Me a zo deuet eus an Tad hag on deuet er bed. Lezel a ran a-nevez ar bed hag ez an da gavout an Tad."
29 An diskibien a lavaras dezhañ: Setu, bremañ e komzez sklaer ha ne lavarez parabolenn ebet."
30 Bremañ ec'h ouzomp ec'h anavezez pep tra ha ne'c'h eus ket ezhomm e vefe graet goulenn ouzhit. Abalamour da-se eo e kredomp ez out deuet eus Doue."
31 Jezuz a respontas dezho: Ha krediñ a rit bremañ?"
32 Setu, an eur a zeu, ha deuet eo dija, penaos e viot stlabezet pep hini ouzh e gostez ha penaos e lezot ac'hanon va-unan. Met me n'on ket va-unan, rak an Tad a zo ganin."
33 Lavaret em eus deoc'h an traoù-mañ evit ma ho po ar peoc'h ennon. Trubuilhoù ho po er bed, met bezit kalonek, me am eus trec'het ar bed."
1 Jezuz a gomzas evel-se, ha neuze, o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e lavaras: Tad, an eur a zo deuet. Ro gloar da'z Mab, evit ma roio gloar da Vab dit,"
2 ha, hervez ar galloud ac'h eus roet dezhañ war bep kig, ma roio ar vuhez peurbadus d'an holl re ac'h eus roet dezhañ."
3 Hag ar vuhez peurbadus eo ma'c'h anavezint ac'hanout, te ar gwir Doue nemetañ, ha Jezuz-Krist, an hini ac'h eus kaset."
4 Roet em eus gloar dit war an douar, echuet em eus al labour ac'h eus roet din d'ober."
5 Bremañ, Tad, ro gloar din ennout da-unan, eus ar gloar-se am boa ennout a-raok ma voe graet ar bed."
6 Disklêriet em eus da anv d'an dud ac'h eus roet din eus ar bed. Dit e oant, hag ec'h eus o roet din, hag o deus miret da c'her."
7 Anavezet o deus bremañ penaos kement ac'h eus roet din a zeu ac'hanout,"
8 rak roet em eus dezho ar gerioù ac'h eus roet din, hag o degemeret o deus, hag anavezet o deus e gwirionez ez on deuet ac'hanout, ha kredet o deus ec'h eus va c'haset."
9 Pediñ a ran evito. Ne bedan ket evit ar bed, met evit ar re ac'h eus roet din, abalamour ma'z int dit."
10 Kement a zo din a zo dit, ha kement a zo dit a zo din, hag enno e vez roet gloar din."
11 Me n'on ken er bed, met ar re-mañ a zo er bed, hag e teuan etrezek ennout. Tad santel, mir en da anv ar re ac'h eus roet din, evit ma vint unan eveldomp-ni."
12 E-pad ma oan ganto er bed, e tiwallen anezho en da anv. Miret em eus ar re ac'h eus roet din, hag hini ebet anezho n'eo en em gollet, nemet mab ar gollidigezh, evit ma vije peurc'hraet ar Skritur."
13 Met bremañ e teuan etrezek ennout hag e lavaran an traoù-mañ er bed, evit ma vo va levenez peurleuniet enno."
14 Roet em eus dezho da c'her hag ar bed en deus kasaet anezho, abalamour n'int ket eus ar bed, evel n'on ket va-unan eus ar bed."
15 Ne bedan ket ac'hanout d'o lemel eus ar bed, met d'o diwall diouzh an droug."
16 N'int ket eus ar bed, evel n'on ket va-unan eus ar bed."
17 Santela anezho en da wirionez, da c'her eo ar wirionez."
18 Evel ma ec'h eus va c'haset er bed, em eus ivez o c'haset er bed,"
19 hag en em santelaan va-unan evito, evit ma vint ivez santelaet er wirionez."
20 Ne bedan ket evito hepken, met c'hoazh evit a re a gredo ennon dre o ger,"
21 evit ma vint holl unan, evel ma'z out ennon, Tad, hag evel ma'z on ennout, evit ma vint ivez unan ennomp, evit ma kredo ar bed ec'h eus va c'haset."
22 Roet em eus dezho ar gloar ac'h eus roet din, evit ma vint unan evel ma'z omp ni unan,"
23 me enno ha te ennon, evit ma vint unan en un doare klok, ha ma'c'h anavezo ar bed ec'h eus va c'haset hag ec'h eus o c'haret evel ma ec'h eus va c'haret."
24 Tad, me a c'hoanta e vo ganin ar re ac'h eus roet din, e-lec'h ma'z on, evit ma welint ar gloar ac'h eus roet din, rak va c'haret ec'h eus a-raok krouidigezh ar bed."
25 Tad gwirion, ar bed n'en deus ket da anavezet, met me am eus da anavezet hag ar re-mañ o deus anavezet ec'h eus va c'haset."
26 Roet em eus da anavezout dezho da anv hag e roin anezhañ da anavezout dezho, evit ma vo enno ar garantez ac'h eus bet evidon ha ma vin enno."
1 Goude m'en doe lavaret an traoù-mañ, Jezuz a yeas kuit gant e ziskibien en tu all d'ar froud Kedron, e-lec'h ma oa ul liorzh hag a antreas enni, eñ hag e ziskibien."
2 Judaz, an hini en droukroe, a anaveze ivez al lec'h-se, abalamour Jezuz a oa aet alies eno gant e ziskibien."
3 Judaz eta, o vezañ kemeret ur vandenn soudarded ha serjanted a-berzh ar veleien vras hag ar farizianed, a zeuas eno gant leternioù, gant gouloù ha gant armoù."
4 Jezuz, o c'houzout kement a dlee c'hoarvezout gantañ, a yeas en o raok hag a lavaras dezho: Piv a glaskit?"
5 Int a respontas dezhañ: Jezuz a Nazared. Jezuz a lavaras dezho: Emaon. Ha Judaz, an hini en droukroe, a oa ivez ganto."
6 Kerkent ha m'en doe lavaret dezho: Emaon, ez ejont a-dreñv hag e kouezhjont d'an douar."
7 Goulenn a reas c'hoazh outo: Piv a glaskit? Hag int a lavaras: Jezuz a Nazared."
8 Jezuz a respontas: Lavaret em eus deoc'h penaos emaon. Mar d-eo eta me a glaskit, lezit ar re-mañ da vont kuit."
9 Kement-mañ evit ma vije peurc'hraet ar gomz en doa lavaret: Ne'm eus kollet hini ebet eus ar re ac'h eus roet din."
10 Simon-Pêr, a oa gantañ ur c'hleze, a dennas anezhañ, a skoas gantañ servijer ar beleg-meur hag a droc'has e skouarn dehou dezhañ. Ar servijer-se a oa anvet Malkuz."
11 Neuze Jezuz a lavaras da Bêr: Laka da gleze en e c'houin. Ha n'evin ket an hanaf en deus an Tad roet din?"
12 Neuze ar vandenn soudarded, ar c'habiten ha serjanted ar Yuzevien a gemeras Jezuz, a ereas anezhañ"
13 hag a gasas anezhañ da gentañ da di Annaz, abalamour ma oa tad-kaer da Gaifaz, beleg-meur ar bloaz-se."
14 Kaifaz a oa an hini en doa roet ar c'huzul-se d'ar Yuzevien: Talvoudek eo e varvfe un den hepken evit ar bobl."
15 Simon-Pêr, gant un diskibl all, a heulias Jezuz. An diskibl-se a oa anavezet gant ar beleg-meur hag a yeas gant Jezuz e porzh ar beleg-meur,"
16 met Pêr a chomas er-maez e-tal an nor. An diskibl all, a oa anavezet gant ar beleg-meur, a yeas da gomz ouzh ar borzhierez hag a lakaas Pêr da vont e-barzh."
17 Neuze ar vatezh, ar borzhierez, a lavaras da Bêr: Ha n'out ket ivez eus diskibien an den-se? Eñ a lavaras: N'on ket."
18 Ar servijerien hag ar serjanted a oa eno, o vezañ graet tan abalamour ma oa yen, a domme. Pêr a oa ganto hag a domme."
19 Ar beleg-meur a reas goulennoù ouzh Jezuz diwar-benn e ziskibien ha diwar-benn e gelennadurezh."
20 Jezuz a respontas dezhañ: Komzet em eus sklaer d'an dud. Atav em eus kelennet er sinagogenn hag en templ e-lec'h m'en em zastum ar Yuzevien, ha ne'm eus lavaret netra e-kuzh."
21 Perak e rez goulennoù ouzhin? Gra da c'houlennoù ouzh a re o deus klevet ar pezh am eus lavaret dezho. An dud-se a oar ar pezh am eus lavaret."
22 P'en doa lavaret kement-se, unan eus ar serjanted a oa eno a roas ur c'harvanad da Jezuz en ur lavarout: Evel-se eo e respontez d'ar beleg-meur?"
23 Jezuz a respontas dezhañ: Mar em eus komzet fall, diskouez ar pezh fall am eus lavaret, met mar em eus komzet mat, perak e skoez ac'hanon?"
24 Annaz a gasas anezhañ ereet da Gaifaz ar beleg-meur."
25 Simon-Pêr a oa eno o tommañ. Lavarout a rejont dezhañ: Ha n'out ket te ivez eus e ziskibien? Eñ en nac'has hag a lavaras: N'on ket."
26 Unan eus servijerien ar beleg-meur, a oa kar d'an hini en doa Pêr troc'het e skouarn, a lavaras dezhañ: Ha ne'm eus ket da welet el liorzh gantañ?"
27 Pêr en nac'has adarre, ha kerkent ar c'hilhog a ganas."
28 Neuze e tegasjont Jezuz eus ti Kaifaz d'ar pretordi. Ar mintin e oa, n'ejont ket e-barzh ar pretordi gant aon d'en em saotrañ, evit ma c'helljent debriñ ar Pask."
29 Pilat eta, o vezañ aet d'o c'havout, a lavaras dezho: Petra a damallit d'an den-se?"
30 Respont a rejont dezhañ: Ma ne vije ket un torfedour, n'hor bije ket e lakaet etre da zaouarn."
31 Neuze Pilat a lavaras dezho: Kemerit eñ hoc'h-unan ha barnit eñ hervez ho lezenn. Ar Yuzevien a lavaras dezhañ: N'eo ket aotreet deomp lazhañ un den."
32 Kement-mañ a c'hoarvezas evit ma vije peurc'hraet ar pezh en doa Jezuz lavaret, o verkañ dre beseurt marv e tlee mervel."
33 Neuze Pilat a zistroas d'ar pretordi, a c'halvas Jezuz hag a lavaras dezhañ: Ha bez' out roue ar Yuzevien?"
34 Jezuz a respontas dezhañ: Ac'hanout da-unan eo e lavarez kement-se, pe reoù all o deus henn lavaret dit?"
35 Pilat a respontas: Ha Yuzev on-me? Da vroad hag ar veleien vras o deus da lakaet etre va daouarn. Petra ac'h eus graet?"
36 Jezuz a respontas: Va rouantelezh n'eo ket eus ar bed-mañ. Mar bije va rouantelezh eus ar bed-mañ, va servijerien a stourmje evit na vijen ket lakaet e daouarn ar Yuzevien, met bremañ va rouantelezh n'eo ket ac'han."
37 Neuze Pilat a lavaras dezhañ: Roue out eta? Jezuz a respontas: Te en lavar, roue on. Evit-se eo ez on bet ganet hag evit-se eo ez on deuet er bed, evit reiñ testeni d'ar wirionez. Piv bennak a zo eus ar wirionez a selaou va mouezh."
38 Pilat a lavaras dezhañ: Petra eo ar wirionez? Ha goude m'en doa lavaret kement-se, ez eas a-nevez da gavout ar Yuzevien hag e lavaras dezho: Ne gavan torfed ebet ennañ."
39 Met, bez' hoc'h eus ur c'hiz en ho touez, ma laoskfen deoc'h unan bennak gant ar Pask. Ha fellout a ra deoc'h eta e laoskfen deoc'h roue ar Yuzevien?"
40 Neuze an holl a grias a-nevez: Na laosk ket hemañ, met Barabbaz. Hogen Barabbaz a oa ul laer."
1 Neuze Pilat a gemeras Jezuz hag a lakaas anezhañ da vezañ skourjezet."
2 Ar soudarded, o vezañ gweet ur gurunenn spern, a lakaas anezhi war e benn. E wiskañ a rejont gant ur vantell limestra"
3 hag e lavarent dezhañ: Salud, Roue ar Yuzevien! Hag e roent taolioù-dorn dezhañ."
4 Pilat a yeas a-nevez er-maez hag a lavaras dezho: Setu, e tegasan anezhañ deoc'h er-maez evit ma ouiot penaos ne gavan torfed ebet ennañ."
5 Jezuz a yeas eta er-maez, o tougen ar gurunenn spern hag ar vantell limestra. Hag e lavaras dezho: Setu an den."
6 Pa welas ar veleien vras hag ar serjanted anezhañ, e krijont: Ouzh ar groaz! Ouzh ar groaz! Pilat a lavaras dezho: Kemerit anezhañ hoc'h-unan ha kroazstagit anezhañ, rak ne gavan torfed ebet ennañ."
7 Ar Yuzevien a respontas dezhañ: Ul lezenn hon eus, hag hervez hol lezenn e tle mervel, rak eo en em c'hraet Mab Doue."
8 Pilat, o klevout ar ger-se, en doe c'hoazh muioc'h a aon."
9 Distreiñ a reas er pretordi hag e lavaras da Jezuz: A-belec'h out? Met Jezuz ne roas respont ebet dezhañ."
10 Neuze Pilat a lavaras dezhañ: Ne lavarez netra din? Ha n'ouzout ket em eus ar galloud da groazstagañ ac'hanout hag ar galloud da'z leuskel da vont?"
11 Jezuz a respontas dezhañ: Ne'z pefe galloud ebet warnon, ma ne vefe ket bet roet dit eus an nec'h. Setu perak an hini en deus va droukroet dit en deus graet ur pec'hed brasoc'h."
12 Adalek neuze Pilat a glaskas e leuskel. Met ar Yuzevien a grie: Mar laoskez an den-se, n'out ket mignon da Gezar. Piv bennak en em c'hra roue, en em laka a-enep Kezar."
13 Neuze Pilat, o klevout ar gomz-se, a gasas Jezuz er-maez hag a azezas war e gador-varn el lec'h galvet ar Pavez, en hebraeg Gabbata."
14 Kempennadur ar Pask e oa, ha war-dro ar c'hwec'hvet eur. Lavarout a reas d'ar Yuzevien: Setu ho roue."
15 Met int a grias: Lam anezhañ! Lam anezhañ! Ouzh ar groaz! Pilat a lavaras dezho: Ha kroazstagañ a rin ho roue? Ar veleien vras a respontas: N'hon eus roue all ebet nemet Kezar."
16 Neuze eta e roas anezhañ dezho evit bezañ staget ouzh ar groaz. Evel-se e kemerjont Jezuz hag e kasjont anezhañ ganto."
17 O tougen e groaz, e teuas el lec'h anvet: Ar C'hlopenn, hag a zo galvet en hebraeg Golgota."
18 Eno e kroazstagjont anezhañ ha daou all gantañ, unan en un tu hag egile en tu all, ha Jezuz er c'hreiz."
19 Pilat a reas ivez ur skrid hag en lakaas war ar groaz. Ennañ e oa skrivet: JEZUZ A NAZARED, ROUE AR YUZEVIEN."
20 Kalz eus ar Yuzevien a lennas ar skrid-se, abalamour al lec'h ma oa Jezuz kroazstaget a oa tost da gêr; hag e oa skrivet en hebraeg, e gresianeg hag e latin."
21 Beleien vras ar Yuzevien a lavaras da Bilat: Na skriv ket: Roue ar Yuzevien, met penaos en deus lavaret: Me eo roue ar Yuzevien."
22 Pilat a respontas: Ar pezh am eus skrivet, am eus skrivet."
23 Goude m'o doe ar soudarded kroazstaget Jezuz, e kemerjont e zilhad hag e rejont peder lodenn, ul lodenn evit pep soudard. Kemer a rejont ivez e sae, met ar sae a oa hep gwri, eus ur wiadenn adalek krec'h betek traoñ."
24 Lavarout a rejont eta etrezo: Na lodennomp ket anezhi met taolomp ar sord da biv e vo. Evel-se e voe evit ma vije peurc'hraet ar gomz-mañ eus ar Skritur: Lodennet o deus va dilhad ha taolet o deus va sae d'ar sord. Setu ar pezh a reas ar soudarded."
25 Mamm Jezuz, c'hoar e vamm, Mari gwreg Klopaz, ha Mari a Vagdala, en em zalc'he tost ouzh kroaz Jezuz."
26 Jezuz eta, o welout e vamm hag en he c'hichen an diskibl a gare, a lavaras d'e vamm: Gwreg, setu da vab."
27 Neuze e lavaras d'an diskibl: Setu da vamm. Hag adalek an eur-se, an diskibl a gemeras anezhi en e di."
28 Goude-se, Jezuz, o welout penaos e oa kaset holl da benn, a lavaras, evit ma vije peurc'hraet ar Skritur: Sec'hed am eus."
29 Bez' e oa eno ul lestr leun a winegr. Leuniañ a rejont eta ur spoueenn a winegr hag, o vezañ he lakaet e penn ur gorzenn sikadez, e kinnigjont anezhi d'e c'henoù."
30 P'en doe Jezuz kemeret ar gwinegr, e lavaras: Peurc'hraet eo! Hag, o vezañ pleget e benn, e rentas e Spered."
31 Gant aon na chomfe ar c'horfoù war ar groaz e-pad ar sabad, rak kempennadur ar Pask e oa hag ar sabad-se a oa un deiz bras, ar Yuzevien a c'houlennjont digant Pilat ma vije torret o divhar dezho ha ma vijent tennet ac'hane."
32 Ar soudarded a zeuas eta hag a dorras e zivhar d'an hini kentañ, goude d'an eil a oa kroazstaget gantañ."
33 Met pa zeujont da Jezuz, o welout e oa dija marv, ne dorrjont ket dezhañ e zivhar."
34 Hogen unan eus ar soudarded a doullas e gostez dezhañ gant ul lañs, ha kerkent e teuas anezhañ gwad ha dour."
35 An hini en deus gwelet en deus roet testeni a gement-se, hag e desteni a zo gwirion hag e oar e lavar gwir evit ma kredot."
36 Kement-se a erruas evit ma vije ar Skritur peurc'hraet: E eskern ne vint ket torret."
37 Hag e lec'h all ar Skritur a lavar c'hoazh: Gwelout a raint an hini o deus toullet."
38 Goude-se, Jozef a Arimatea hag a oa diskibl da Jezuz, met e-kuzh gant aon rak ar Yuzevien, a c'houlennas digant Pilat lemel korf Jezuz, ha Pilat en lezas d'e gemer. Dont a reas eta hag e lamas korf Jezuz."
39 Nikodem, an hini a oa aet er penn-kentañ, en noz, da gavout Jezuz, a zeuas ivez, o tegas war-dro kant lur (~ 33 kg) eus ur veskadenn mir hag aloez."
40 Kemer a rejont eta korf Jezuz hag e c'holojont anezhañ gant bandennoù ha gant al louzoù-frondus, evel ma o deus ar Yuzevien ar c'hiz da sebeliañ."
41 Bez' e oa ul liorzh el lec'h ma oa bet kroazstaget hag el liorzh ur bez nevez, e-lec'h ne oa bet c'hoazh lakaet den."
42 Lakaat a rejont eta Jezuz ennañ, abalamour da gempennadur ar Yuzevien ha dre ma oa tost ar bez."
1 An deiz kentañ eus ar sizhun, Mari a Vagdala a zeuas mintin mat d'ar bez, pa oa c'hoazh teñval, hag e welas ar maen lamet diwar ar bez."
2 Neuze e redas hag e teuas da gavout Simon-Pêr hag an diskibl all a oa karet gant Jezuz, hag e lavaras dezho: Tennet o deus an Aotrou eus ar bez, ha n'ouzomp ket pelec'h o deus e lakaet."
3 Neuze Pêr hag an diskibl all a yeas er-maez hag a yeas d'ar bez."
4 Hag e redjont o-daou a-unvan, met an diskibl all a redas buanoc'h eget Pêr hag a erruas da gentañ er bez."
5 O vezañ en em bleget, e welas ar bandennoù war an douar, met ne d-eas ket e-barzh."
6 Simon-Pêr, o tont war e lerc'h, a erruas hag a yeas er bez. Gwelout a reas ar bandennoù war an douar"
7 hag al lienenn a oa bet lakaet dezhañ war e benn; ne oa ket gant ar bandennoù, met pleget en ul lec'h a-du."
8 Neuze an diskibl all, an hini erruet da gentañ er bez, a yeas ivez ennañ, hag a welas, hag a gredas."
9 Rak n'o doa ket c'hoazh komprenet ar Skritur a lavare e tlee adsevel a varv."
10 Hag an diskibien a zistroas d'o ziez."
11 Met Mari en em zalc'he er-maez tost ouzh ar bez, o ouelañ. Evel ma ouele, en em blegas er bez"
12 hag e welas daou ael gwisket e gwenn, azezet unan ouzh ar penn hag egile ouzh an treid, el lec'h ma oa bet gourvezet korf Jezuz."
13 Lavarout a rejont dezhi: Gwreg, perak e ouelez? Hi a lavaras dezho: Abalamour ma o deus douget kuit va Aotrou ha n'ouzon ket pelec'h o deus e lakaet."
14 O vezañ lavaret kement-se, e tistroas hag e welas Jezuz en e sav, met ne ouie ket e oa Jezuz."
15 Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, perak e ouelez? Piv a glaskez? Hi, o krediñ e oa al liorzher, a lavaras dezhañ: Aotrou, mar d-eo te ec'h eus e gaset kuit, lavar din pelec'h ec'h eus e lakaet hag e kemerin anezhañ."
16 Jezuz a lavaras dezhi: Mari! Hi, o vezañ distroet, a lavaras dezhañ: Rabbouni! Da lavarout eo: Mestr!"
17 Jezuz a lavaras dezhi: Na stok ket ennon, rak n'on ket c'hoazh pignet etrezek va Zad. Met kae da gavout va breudeur ha lavar dezho penaos e pignan etrezek va Zad hag ho Tad, etrezek va Doue hag ho Toue."
18 Mari a Vagdala a zeuas da gemenn d'an diskibien penaos he doa gwelet an Aotrou ha penaos en doa lavaret kement-se dezhi."
19 An abardaez eus an deiz-se, a oa ar c'hentañ eus ar sizhun, dorioù al lec'h ma oa an diskibien en em zastumet o vezañ serret gant aon rak ar Yuzevien, Jezuz a zeuas, en em ziskouezas en o c'hreiz hag a lavaras dezho: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h!"
20 Goude bezañ lavaret kement-se, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e gostez. Neuze an diskibien, o welout an Aotrou, o doe ul levenez bras."
21 Jezuz a lavaras dezho a-nevez: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h! Evel m'en deus an Tad va c'haset, e kasan ivez ac'hanoc'h."
22 Goude bezañ lavaret kement-se dezho, e c'hwezhas warno hag e lavaras dezho: Degemerit ar Spered-Santel."
23 D'ar re e pardonot o fec'hedoù, e vint pardonet dezho, ha d'ar re o dalc'hot, e vint dalc'het dezho."
24 Met Tomaz, unan eus an daouzek, galvet Didim, ne oa ket ganto pa zeuas Jezuz."
25 An diskibien all a lavaras dezhañ eta: Gwelet hon eus an Aotrou. Met eñ a lavaras dezho: Ma ne welan ket merk an tachoù en e zaouarn, ma ne lakaan ket va biz e merk an tachoù ha ma ne lakaan ket va dorn en e gostez, ne gredin ket."
26 Eizh deiz goude, e ziskibien a oa a-nevez en ti ha Tomaz ganto. Jezuz a zeuas, an dorioù o vezañ serret, en em zalc'has en o c'hreiz hag a lavaras: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h!"
27 Neuze e lavaras da Domaz: Astenn amañ da viz ha sell ouzh va daouarn. Astenn ivez da zorn ha laka anezhañ em c'hostez. Na vez ket diskredik, met kred."
28 Tomaz a respontas dezhañ: Va Aotrou ha va Doue!"
29 Jezuz a lavaras dezhañ: Abalamour ma ec'h eus va gwelet, Tomaz, ec'h eus kredet. Eürus ar re n'o deus ket gwelet hag o deus kredet!"
30 Jezuz a reas c'hoazh dirak e ziskibien kalz a virakloù all, ha n'int ket skrivet el levr-mañ,"
31 met an traoù-mañ a zo skrivet evit ma kredot penaos Jezuz a zo ar C'hrist, Mab Doue, hag o krediñ ma ho po ar vuhez en e anv."
1 Goude-se, Jezuz en em ziskouezas adarre d'an diskibien tost ouzh Mor Tiberiaz. En em ziskouez a reas en doare-mañ."
2 Simon-Pêr, Tomaz anvet Didim, Natanael eus Kana e Galilea, mibien Zebedea ha daou all eus e ziskibien a oa asambles."
3 Simon-Pêr a lavaras dezho: Mont a ran da besketa. Int a lavaras dezhañ: Dont a reomp ivez ganit. Mont a rejont hag e pignjont raktal er vag, met ne dapjont netra en noz-se."
4 Ar mintin o vezañ deuet, Jezuz en em gavas war an aod. Koulskoude an diskibien ne ouient ket e oa Jezuz."
5 Jezuz a lavaras dezho: Bugale, ha n'hoc'h eus netra da zebriñ? Int a respontas dezhañ: Nann."
6 Eñ a lavaras dezho: Taolit ar roued en tu dehou d'ar vag hag e kavot. Teurel a rejont eta anezhi ha ne c'helljont ken he zennañ er-maez abalamour d'an niver bras a besked."
7 Neuze an diskibl a oa karet gant Jezuz a lavaras da Bêr: An Aotrou eo! Pa glevas Simon-Pêr e oa an Aotrou, e lakaas e sae, rak en noazh e oa, hag en em daolas er mor."
8 An diskibien all a zeuas er vag, o ruzañ ar roued leun a besked, rak ne oant ket pell diouzh an douar, nemet war-dro daou-c'hant ilinad (~ 100 m)."
9 Pa voent diskennet d'an douar, e weljont glaou-bev a oa eno, pesked warno ha bara."
10 Jezuz a lavaras dezho: Degasit eus ar pesked-se hoc'h eus tapet bremañ."
11 Simon-Pêr a adpignas hag a dennas ar roued d'an douar leun a gant tri hag hanter-kant pesk bras. Ha petra bennak ma oa kement, ne dorre ket ar roued."
12 Jezuz a lavaras dezho: Deuit da leinañ. Hag hini ebet eus an diskibien ne grede goulenn outañ: Piv out? Gouzout a raent e oa an Aotrou."
13 Jezuz eta a zeuas, a gemeras bara hag a roas anezhañ dezho, kenkoulz hag eus ar pesked."
14 An deirvet gwech e oa dija m'en em ziskoueze Jezuz d'e ziskibien goude bezañ adsavet a-douez ar re varv."
15 Goude m'o doa leinet, Jezuz a lavaras da Simon-Pêr: Simon mab Jona, ha karout a rez ac'hanon muioc'h eget ar re-mañ? Eñ a lavaras dezhañ: Ya Aotrou, gouzout a rez em eus karantegezh evidout. Eñ a lavaras dezhañ: Mesa va oaned."
16 Lavarout a reas dezhañ un eil gwech: Simon mab Jona, va c'harout a rez? Eñ a lavaras dezhañ: Ya Aotrou, gouzout a rez em eus karantegezh evidout. Eñ a lavaras dezhañ: Bez mesaer va deñved."
17 Lavarout a reas dezhañ an deirvet gwech: Simon mab Jona, hag ec'h eus karantegezh evidon? Pêr a voe glac'haret eus m'en doa lavaret an deirvet gwech: Hag ec'h eus karantegezh evidon? Eñ a lavaras dezhañ: Aotrou, anavezout a rez an holl draoù, gouzout a rez em eus karantegezh evidout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va deñved."
18 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, pa oas yaouank, en em c'hourizes da-unan hag ez aes e-lec'h ma felle dit, met pa vi kozh, ec'h astenni da zaouarn, hag unan all a c'hourizo ac'hanout hag a gaso ac'hanout e-lec'h na fello ket dit mont."
19 Lavarout a reas kement-se evit merkañ dre beseurt marv e roje gloar da Zoue. Ha goude bezañ komzet evel-se, e lavaras dezhañ: Heuilh ac'hanon."
20 Pêr, o vezañ distroet, a welas o tont war o lerc'h an diskibl a oa karet gant Jezuz, an hini en doa en em bleget war vruched Jezuz e-pad ar goan hag en doa lavaret: Aotrou, piv eo an hini a zroukro ac'hanout?"
21 O vezañ e welet, Pêr a lavaras da Jezuz: Aotrou, hag hemañ, petra a erruo gantañ?"
22 Jezuz a lavaras: Mar fell din e chomfe ken a zeuin, petra a ra-se dit? Te, heuilh ac'hanon."
23 Ar vrud eta en em skuilhas e-touez ar vreudeur penaos an diskibl-se ne varvje ket. Koulskoude Jezuz n'en doa ket lavaret dezhañ: Ne varvo ket, met: Mar fell din e chomfe ken a zeuin, petra a ra-se dit?"
24 An diskibl-se eo a ro testeni eus an traoù-mañ hag en deus o skrivet. Ha ni a oar ez eo gwirion e desteni."
25 Kalz a draoù all c'hoazh a zo bet graet gant Jezuz ha, ma vefent skrivet dre ar munud, ne gredan ket e c'hellfe ar bed e-unan kenderc'hel al levrioù a vefe skrivet. Amen."